Canterbury Tales : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Canterbury Tales''' zo un dastumad kontadennoù saoznek gant ar barzh saoz Geoffrey Chaucer (1343 1400)."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Canterbury Tales''' (''Tales of Caunterbury'', e [[krennsaozneg]]) zo un dastumad kontadennoù saoznek gant ar barzh saoz [[Geoffrey Chaucer]] (1343 -1400). 24 zo el levr, anezho 17,000 linenn krennsaoznek. Darn zo e komz-plaen, met ar pep muiañ e gwerzennoù.
 
En 1386 e teuas Chaucer da vout ''Controller of Customs and Justice of peace'' ha tri bloaz goude, en 1389, ''Clerk of the King's work''. Er bloavezhioù-se eo e krogas Chaucer da verat e skrid brudetañ, ''The Canterbury Tales''. Kinniget eo an dastumad evel ur genstrivadeg etre pirc'hirined saoz o vont en ur bagad eus Londrez da Canterbury da bediñ war bez Sant [[Thomas Becket]] en iliz-veur Canterbury. Ur priz zo da c'hounit : ur pred en ostalei, an '' Tabard Inn'', e Southwark , war na hent d'ar gêr .