Sevenadur Moustier : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Sevenadur Moustier''', anvet '''Mousterian''' ivez, zo ur sevenadur ragistorel a Henoadvezh krenn ar maen, oberiant etre 300 000 ha 30 000 vlez avamañ...."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Her 2015 da 09:51

Sevenadur Moustier, anvet Mousterian ivez, zo ur sevenadur ragistorel a Henoadvezh krenn ar maen, oberiant etre 300 000 ha 30 000 vlez avamañ. Dre vras e voe diorroet ar sevenadur-mañ get ''Homo neanderthalensis'', neoazh binvioù « mousterian » zo bet savet get tud vodern (Homo sapiens) er Reter-Nesañ. Fedoù heverkañ sevenadur Moustier eo ar feson da zibezhiañ ar vein a vez graet hentenn Levallois anezhi, ar bezioù kentañ ha roudoù kentañ ar c’hoant heneuziañ an traoù (gober get okr, fosiloù, engravañ flañchadennoù mentoniel evit klinklañ objedoù).

Restr:Distribution géographique des sites du Moustérien.jpg
Takad m'en em astennas sevenadur Moustier
Takad annezet get Homo neanderthalensis

Orin an anv

Savet ez eus bet an anv « sevenadur Moustier » e 1869 get G. de Mortillet diàr anv lec’hienn henoniel Moustier lec’hiet e flondrenn ar Vesera ("La Vézère" e galleg) e Dordonha. Komz a reas Mortillet ag « oadvezh Moustier ». Get diskoachadennoù arall àr lec’hiennoù arall ez eus bet graet ur renabl a neuzioù boutin a verk sevenadur Moustier hag an diforc’hioù a gaver.

Kronologiezh

Unan a sevenadurioù greanterezh ar vein a ya d’ober henoadvezh krenn ar maen eo ar Mousterian. En Europa ed a henoadvezh krenn ar maen da heul ar sevenadur Acheulean hag e zaouduegoù àr-dro 300 000 kent an amzer a-vremañ. Monet a reas ar Mousterian àr liesseurtelaat tamm ha tamm kent leuskel, àr-dro 38 000 vlez kent hon amzer, an dachenn da sevenadur Châtelperron, liammet eñ ivez get an dud Neandertal. Ar sevenadur-mañ diwezhañ, hag a verk dibenn henoadvezh krenn ar maen ha deroù henoadvezh nevez ar maen, a c’hell bout gwelet èl emdroadur naturel ar Mousterian.

Hin hag endro

Bout ez eus bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er Pleistosen, neueunnadurioù bras an hin get marevezhioù ar skorn (skornvezhioù) ha marevezhioù etreskornvezhel. Annezidi Europa an amzer-hont, da lâret eo tud Neandertal, o doa anavet hinadoù kerreizh ha yen. Izeloc’h e oa live ar morioù.

Takad

Kavet ez eus bet elfennoù a sevenadur Moustier en Europa a-bezh, nemet en inizi ar mor Kreizdouar hag e lec’hlenn tapet get ar skorn. Objedoù doare Moustier zo bet kavet er Reter-Nesañ, hogen savet e vijent bet get tud vodern ( « kent-Cro-Magnon »).

Henijinerezh ar vein hag ar c'hoad

Savet ez eus bet ur bochad binvioù savet diàr skolpennoù maen: rakloueroù, kraverezioù, begoù, daouduegoù bihan, ha razh. Savet int bet éc’h ober get an hentenn Levallois. Troadet e oa ul lod mat anezhe (sagaeioù,…). Labouret e veze ar c’hoad hag al lêr.

Buhez an dud

Tud Neandertal o sevenadur Mousterian a hemolc’he geotdebrerion bras (kirvi-erc’h, bizoned, gourejened, roñsed gouez) éc’h ober get teknikoù a ziskouez un ampartiz bras: kaset e veze al loened-se da doulloù-trap naturel. Eskemmoù a veze ha gwellaet e oa bet an annezadur (lochennoù, oaledoù). Soñjal a reer e oa bet tud Neandertal an dud kentañ o doa bet prederiadennoù speredel rak douaret e oa bet meur a zen get profoù e-barzh bezioù klinklet (okr, kregin), ha tud zo a soñj e c’hellehe bout roudoù lidoù relijiel. Ne gomzer ket ag “arz” evit komz ag an objedoù savet get ar “Vousterianed”, hogen gouiet a reer e veze dastumet okr, fosiloù dibar pe mein ral ha kavet ez eus bet engravadurioù mentoniel anskeudennus.