Kemper911

Inscrit depuis le 28 Mez 2010
Riñset ar bajenn
D (Ladsgroup en deus kaset ar bajenn Implijer:Fabriz Coupechoux da Implijer:Kemper911: Automatically moved page while renaming the user "Fabriz Coupechoux" to "Kemper911")
(Riñset ar bajenn)
{{Patrom:Deiziataer}}
=="Fabris", "Fabriz" pe "Fabrig" ?==
 
Hervez geriadur Roparz Hemon e vefe ''Maoris'' stumm brezhonek an anv gall ''Maurice''. Ha neuze e vefe ''Fabris'' ar stumm brezhonek evit Gl.''Fabrice'' diouzh ar skouer-se. Se zo un treuzskrivadur eus un anv gall ha tra ken, avat.
 
Hiziv an deiz ez eo ar reolenn lakaat ur gensonenn "vlot" e diwezh an anvioù-tud evel ''Aziliz'' pe ''Gweltaz'' (ha neket ''Azilis'' pe ''Gweltas'') ha neuze reishoc'h e ve ''Fabriz'' eget ''Fabris''. Ar re a soñj dezho ez eo pal hon yezh treuzskrivañ ha kevyezhañ ar galleg a gavo mat ha dereat an doare-mañ.
 
En abeg ma labour an emsaverion evit adkavout hon yezh vroadel evel ma oa e barr he brud ha he buhez, ne c'hallont ket chom gant disoc'hoù ken gwan ha dipitus. Ha teurel evezh war ar ar gerdarzhadurezh a rankomp ober ; bout e teu an anv ''Fabrice'' eus al latin ''Fabricius'' ha kalz reishoc'h e ve skrivañ ''Fabrig'' evel ma teu ''Padrig'' eus ''Patricius''.
 
Neuze, war ar Wikipedia e vo sinet va c'hemennadennoù ''Fabrig'' ha neket ''Fabriz'' eo. "A ya, Fabriz Coupechoux ?" Siwazh ned eus ket tu da gemm pajenn an arverer a-fet titl hag anv ur wezh lakaet war wel hag enrollet hag, diwar-neuze, e chomo ar stumm ''Fabriz'' — a 'm boa dibabet d'ur mare ma oan nebeutoc'h desket war hon yezh — e penn ar bajenn-mañ...
 
==Loadoù brezhonek talvoudus==
 
Rouez al loadoù frouezhus o danvez :
 
*[http://lann-anna-2.overblog.com/ Lann Anna], load ar gevredigezh [[Tiegezh Santez Anna]], ar raktres yaelañ e Breizh da 'm meno pa labour evit enstuziañ ar Feiz e sevenadur Breizh en un doare pleustrek-kenañ : en ur sevel ur gumuniezh lec'hel, en ur imbourc'hiñ war speredelezh Breizh, en ur bediñ bemdez e brezhoneg, en ur adlakaat an dilhad breizhek war-wel, en ur ratreañ ur chapel e Roudoualleg ;
*[http://alennebrezhoneg.wordpress.com/ A ! Lenn], burutelladennoù lennegel a-feson, daoust dezho da vout hiniennel kentoc'h eget skiantel hervez reolennoù ar burutellat lennegel klasel. Puilh ha troet kaer pluenn ar plac'h a ra war-dro al loadig-se. Ha traoù nevez da lenn alies a-walc'h ;
*[http://yabzh.com/ Ar gelaouenn Ya] e-men e kaver a bep seurt pennadoù skrivet mat pe welloc'h. Bourrus stumm al load. Dedennus pennadoù [[Job an Irien]] a-hend-all ;
*[http://emglev.wordpress.com/ Emglev an Tiegezhioù] ; ul load e brezhoneg penn-da-benn ha kristen war un dro.
*[http://ronanhuon.net/ Unan a-zivout Ronan Huon], unan eus tud veur an trede Emsav.
 
Paneve ul load pe zaou n'anavezan ket c'hoazh marteze, ar peurrest zo fall a-walc'h da 'm meno.
1 252

modifications