Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Liammoù diavaez: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Lien BA|da}} (4) using AWB (10902)
Linenn 106:
== Armerzh ==
 
[[Restr:Frankfurt EZB-Skyline-NilsJeppeNeubau.20130909.jpg|thumbnail|dehou|[[Frankfurt am Main]] — anvet "Mainhattan" peurvuiañ — eo kreizenn arc’hant Alamagn.]] Gant Alamagn emañ an armerzh kreñvañ en [[Europa]] hag an trede armerzh kreñvañ er bed, war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet]] ha [[Japan]].{{dave|Tran}} Erruout a ra da bempvet er bed a-fet parelezh ar galloud da brenañ.{{dave|rankorder}} Ul lodenn hollbouezus eus armerzh Alamagn eo an ezporzhiañ madoù, hag unan eus abegoù pennañ e stad vat. Hervez [[Aozadur Bedel ar C’henwerzh]] eo Alamagn kentañ ezporzhier ar bed gant 912 miliard a zollaroù ezporzhiet e 2005 (lakaet e-barzh an ezporzhiadurioù war-du broioù all eus an takad euro). Erruout a ra da eil en enporzhiadurioù e-keñver ar Stadoù-Unanet hepken, hag ur reñverad kenwerzhel bras he deus (160,6 miliard a euroioù e 2005).{{dave|reñverad}} A-fet kenwerzh ar servijoù ([[touristerezh]], [[servijoù arc’hant]], [[ijinouriezh]], hag all) ez erru da eil war-lerc’h ar Stadoù-Unanet. An darn vrasañ eus enporzhiadurioù ar vro a denn d’an ijinouriezh, dreist-holl evit ar c’hirri, ar mekanikoù hag an danvezioù kimiek. A-fet barregezh hollek da fardañ tredan diwar nerzh an avel, ez eo Alamagn an niverenn unan er bed, ha gant ar pouez a laka war ar mammennoù energiezh nevezus ez eus bet diazezet un nebeud brav a gompagnunezhioù evit an teknologiezhioù-se. Alamagn eo ivez an ezporzhier pennañ a droellrodoù dre avel, ha kalz brasoc’h eo ar goulenn eget ar varregezh da broduiñ.{{dave|renewable}}
 
Daoust m’eo krog da zigreskiñ ar c’hudennoù bet krouet gant [[Adunvanidigezh Alamagn]] e 1990,{{dave|FR}} e chom gwelloc’h an aozioù bevañ en hanterenn gornôg eus ar vro. Ul live dilabour uhelik a chom en Alamagn, dreist-holl e stadoù ar reter ma tizh ar feur 18%. En desped d’an disoc’hoù mat-tre er c’henwerzh etrebroadel, ar goulenn diabarzh en deus kollet lañs e-pad meur a vloaz abalamour d’ar goproù na greskont ket ha da zisurentez ar vevezerien. Ur politikerezh kemedel strizh a vez kaset gant gouarnamant Alamagn ha lamet en deus un toullad postoù labour er [[gennad foran]].{{dave|uni-kiel}} Met daoust d’ar postoù labour ordinal digreskiñ er gennad foran, e kresk ar postoù labour dreistordinal evel an implijoù "un euro" (postoù goproù izel).{{dave|Weber}}