Léon Blum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ouzhpennet traoù diwar-benne vuhez
Linenn 9:
An adkempennoù a zegaso a vezo reoù araokour war an dachenn sokial (ar vakañsoù gopret, merc'hed er gouarnamant, reduiñ ar prantadoù labour...). Hiziv an deiz c'hoazh ez eo gwelet evel ur penn diaz d'ar sokialouriezh c'hall.
 
== E vuhez ==
Ganet en ur familh marc'hadourien eus
bourc'hizelezh israelat paris, Leon Blum en deus graet studioù a
live uhel o deus kaset anezhañ davet ur vicher rannet etre
oberezhioù politikel dreist-holl er C'huzul Stad hag oberezhioù
lennegel.
 
E fin an 19vet kantved e krog da stourm
evit an SFIO, dont a ra da vezañ ur buruteller anavezet ha labourat
a ra gant ar gazetenn L'Humanité. Da heul disparti an tu kleiz e
kendalc'h Tours e 1920 gant ar re a felle dezho heuliañ an trede
Etrevroadel hag ar re n'o doa ket c'hoant, Léon Blum a zeu e-penn ar
strollad sokialour e Kambr an deputeed. Met e-keñver ekonomiezh ha
kevredigezh, leon Blum a zo marksour-kenañ. Fellout a ra dezhañ e vefe perc'hennet a-stroll an doareoù produiñ.
 
E 1936, an talbenn poblek, un emglev
sinet etre argomunourien hag ar sokialisted, a c'hounez an
dilennadegoù deputeed. Leon Blum a zo a-du da vezañ e penn ar
gouarnamant a zeu diouzh drec'hadenn-se.
 
Eñ eo ar c'hentañ yuzev o vezañ
prezidant ar C'huzul. Diwar an orin-se eo taget gant an tu dehou
pellañ. Taget eo ivez gant ar gomunourien a rebech dezhañ chom hep
sikour republikaned Spagn, met ivez peogwir eo bourc'hiz ha peogwir
ne gendalc'h ket gant ar reformiñ evit aesaat buhez al labourerien.
 
Gantañ eo bet sinet emglev Matignon evit krekiñ eus 10%
goproù al labourerien, evit lakaat e plas 2 sizhunvezh koñje gopret
hag evit digreskiñ an eurvezhioù labour eus 48e da 40e.
 
Klasket en deus stourm ouzh Hitler met
den n'eus selaouet anezhañ.
 
Depute adarre e 1940, n'eo ket a-du
evit leuskel an holl c'haloudegezhioù da pétain. Barnet eo eta e
Riom e 1942 ha kaset d'ur c'hamp kreizenniñ e Buchenwald hag e
Dachau.
 
Dieubet e vo gant gant an amerikaniz.
Distreiñ a ra e Frañs ha prezidañ a ra Kuzul an dieubiñ e-pad ur
vloavezh met delezel a raio e berzh politikel.
{{DEFAULTSORT:Blum, Léon}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1872]]