Tommadur ar blanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Arroudenn: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|af}} (8), {{Link GA|bs}} (3) using AWB (10902)
Linenn 8:
Abalamour da c'h/Gazoù a efed ti-gwer (GET) e vez euvret ul lodenn eus ar skinoù skinet gant an Douar ar pezh a domma an atmosferenn hag al litosferenn, hidrosferenn d'he heul.
Cheñch-dicheñch eo bet an efed-mañ e istor hor planedenn met seblantout a ra ar c'heñchamantoù a-vremañ erruout fonnus ha tuek.
 
Skinoù an heol a erru en atmosferenn,
ul lodenn (30%) a zo taolet en-dro davet ar spas gant sikour ar
c'houmoul gwenn, gorread sklaer an Douar dreist-holl doenn ar bed. Al
lodenn ziwezhañ euvret gant gorre al leur a zegas tommder hag a
adkas diouzh noz ha diouzh deiz betek an atmosferenn e stumm
infraruz. Ul lodenn eus ar skinoù-se a zo euvret gant ar gazoù efed
ti-gwer, pezh a domm an atmosferenn. An tommder-se a zo adkaset pep
lec'h, ul lodenn a zo betek ar spas met ul lodenn all a za davet an
Douar, pezh a zegas tommder c'hoazh. Hep an efed ti-gwer, hag gant un
albedo (ar c'hementad a skin adskignet gant ur gorread) keidenn an
temperadur war an douar a vefe eus -418 derez, ar skorn a gounezfe
muioc'h a douaroù neuze e kreskfe an albedo hag e tiskennfe betek
nebeutoc'h evit -50 derez.
 
Ar gazoù efed ti-gwer o deus holl ar memes karakteristik da lâret
eo euvriñ ul lodenn eus an infraruz skignet gant an Douar.
 
Ar gazoù efed ti-gwer pennañ a zo an aezhenn dour, an dioksidenn
garbonCO2 , ar methan CH4, an oksidenn nitreu pe protoksidenn azot
N2O hag an ozon O3 met ivez ar re 'eus an industriezh, fluorokarbon
kloret, enno ar CFC, ar freon, ar perfluoromethan hag an hewafluorenn
soufr.
 
Empleg e-barzh an efed ti-gwer gant ar gazoù efed ti-gwer pennañ
* Aezhenn dour: 60 %
* dioksidenn karbon: 26 %
* ozon: 8 %
* methan hag oksidenn nitrek: 6 %.
=== Deus pelec'h e teu ar gazoù efed ti-gwer ===
Dont a reont eus 26% eus an tranportoù, an industriezh eus 22%,
al labour-douar 19%, an tiegezhioù 19% ivez, an treuzfeurmadur
energiezh 13%, tretamant al lostajoù 3%. Abaoe an dispac'h grantel
(19 vet kantved) he deus kresket kalz ar produadur gazoù efed
ti-gwer. 60% eus produadur ar gazoù efed ti-gwer a zo produetgant ar
broioù pinvidik. Efedoù a vo, trenkoc'h ar morioù, live an dour a
gresko eus 10 cm gant distrizhañ an dour gant an tommder, redoù ar
mor a cheñcho, muioc'h a gleñdoù lovrus, ha marteze un efed
boulenn erc'h rak kementadoù bras tre a methan a c'hellfe bezañ
skarzhet gant doenn ar bed pe an toundra o teuziñ.
 
=== Emvodoù-meur evit enebiñ outañ ===
 
==== Protokol Kyoto ====
Protokol
kyoto a zo un treted etrevroadel gant ar pal reduiñ signadur ar
gazoù efed ti-gwer eus 1997 sinet gant 168 bro e 2010. Ar
protokol-se en deus ar pal e vefe digresket etre 2008 ha 2012 eus
5,2% da-geñver 1990 skignoù 6 gaz efed ti-gwer: dioksidenn garbon,
methan, dioksidenn azot, ha tri substitut ar klorofluorokarbon.
 
==== Kuzuliadeg Rio ====
Kemer
a ra e kont ar c'hudennoù liammet gant ar yerc'hed, al lojeiz,
ssaotradur an aer, mererezh ar morioù, ar c'hoadeier, ar menezioù
hag all. Sommet Rio n'eus ivez adoptet ar c'honvension war ar an hin
a lavar eo dav reduiñ ar skignoù gazoù efed ti-gwer evit erruout
betek sinadur e 1997 eus protokol Kyoto.
 
== Ar blanedenn hiziv an deiz ==