Diforc'hioù etre adstummoù "Breizh-Veur"

4 153 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
 
Anv kentañ an enez a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe ''insula Albionum''. Dont a ra an anv pe eus al latin ''albus'' a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù [[Dover]]) pe eus "enezenn an ''Albiones'' meneget gant [[Pytheas]]. Gallout a reer tostaat an anv eus anv gouezelek [[Bro-Skos]], ''Alba'', a zo kar ouzh hini ar menezioù [[Alpoù|Alp(où)]].
 
== Ekonomiezh Breizh-Veur etre 1850-1920 ==
Adalek
an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha
dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a
anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur
ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha
diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo.
 
=== '''Ur c'halloud greantel liammet ouzh un impalaeriezh trevadennel''' ===
E
Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he
doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder
gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a
oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an
hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da
gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al
liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850.
Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol
Suez, funoù telegrafek is-morel).
 
Er
memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he
impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet
kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase
danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar
c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh
trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha
muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a
veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma
ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar
vro.
 
Profitañ
a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he
froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a
amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar
vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit
treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E
1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù
pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh
pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae
neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel.
 
=== '''Ur bennadurezh arc'hantel''' ===
Dindan
renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar
bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel
etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City,
kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit
kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al
lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh
Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak
40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20
vet kantved.
 
=== '''An eskemm-frank''' ===
Ar
mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh
etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a
oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith.
Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre
al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se
ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel
a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan,
Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 %
eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet
en-diavaez eus Europa.
 
=== '''Ur sked etrevroadel''' ===
Ur
vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a
chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war
ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao,
sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez
ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro
ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.
 
=== '''Ar bevennoù''' ===
Diaesoc'h
e teuas an traoù da vezañ evit Breizh-Veur adalek en eil kemmdro
greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini
bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA
dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel
Breizh-Veur.
 
== Gwelet ivez ==
29

modifications