Lagad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
Organoù ar gweled eo an daou '''lagad'''. Ganto e c'hall an dud hag al loened gouzout petra a c'hoarvez en-dro dezho hag ober o soñj neuze. A bep tu d'ar penn emaint e [[poull-lagad|poulloù]], pe podoù an daoulagad.
 
== Kleñvedoù ==
 
=== '''Glazenn''' ===
Ar c'hlazenn a zo dalliñ ul lodenn pe hollad strink
al lagad. An dalliñ-se a gas d'un digresk eus ar wel a za war gresk.
Er penn-kentañ ar c'hlazenn a zegas egas da geñver ar sklêrijenn.
An digresk eus ar wel a c'hell bezañ fonnus goude ur choukad en abeg
d'ar c'hozhni pe er broioù o ziorren, en abeg d'ar zivouediñ, d'an
heoliata, an espozañ ouzh mogedoù pistrius.
Pa vez kollet wel al livioù e vez anvet
'''achromatopsie'''.
C'hoarvezhout a ra goude ul labezad eus empenn hag a c'hoarvezh an
aliesañ en abeg d'ur gwallzarvoud gwazienn-empenn en un den hag a
wele mat. C'hoarvezhout a ra ivez peogwir eo bet treuzkaset dre ar
genetek. Ar c'helligoù karget eus ar wel diouzh deiz, hag eus hini
al livioù a zo bet skoanet da lâret eo o deus ur gudenn en ho mont
en-dro. An vet int kon. Neuze kelligoù ar wel diouzh noz a gemer o
flas
 
=== '''Keratit''' ===
aTtanenn sae al lagad en abeg d'ur vilimadur an aliesañ eo. Ar
vilimadur-se a genlabour alies gant koc'henn an daoulagad. Sae al
lagad a teu da vezañ dall hag ur gwiskad moan a gwaziennoù a teu
diwar-wel, war sae al lagad. Ma'z eo padus ar vilimadur, sae al lagad
a grog da gaout ur bigmantiñ azrous. Hervez live ar c'hleñved e
c'hell an den tapet ganti koll un tamm eus lemmded e sell, kaout
poan, ruzder al lagad, leñvañ, aha bezañ hegaset gant ar
sklêrijenn.
 
=== '''Hirweled''' ===
C'hoarvezhout
a ra pa erru ar sklêrijenn hag a dremen dre an daoulagad a en em
zolp a dreñv da parch an daoulagad rak re verr eo al lagad. Un den
tapet gant ar c'hleñved-mañ a c'hell sellout an en-dro a dost hag a
bell digudenn. Ar gudenn eo he deus diaesterioù evit gwellout an
objedoù a-dost. En abeg da-se e c'hell an dud-se kaout poan benn,
bezañ skuizhet o sellout, gwellout displann. Ar vugale tapet ganti o
deus diaesterioù evit soénjal war o labour pe war an
urzhiataerezioù. Ar wel a c'hell bezañ reizhet gant lunedoù pe
lentiloù bolzek, rak evel-se, skinoù an heol a zo kromm davet an
diabarzh hag ar skeudenn a erru war parch al lagad.
Berrweled
 
C'hoarvezhout
a ra pa en em zolp ar sklêrijenn o tont el lagad dirak parch al
lagad peogwir eo re hir al lagad. Neuze gwellout a rez mat an objedoù
a dost met ar re a zo pell displann. Ar berrweled a c'hell bezañ
reizhet gant ul lentil pe lunedoù kev. E mod-se ar sklêrijenn a
dremen en daoulagad a zo krommet war an diavez hag ar skeudenn a erru
war parch al lagad.
 
=== '''Daltonegezh''' ===
Al lodenn vrasañ eus an dud daltoneg a c'hell
gwellout al livioù, n'odeus diaesterioù nemet evit gwellout ar
c'hemm kenetrezo.Ar gelligoù kon ne 'z eont ket mat en-dro hag ur
gudenn a zo etre an teir liv kentañ: ar gwer, ar ruz, ar glas.
An daltonegezh a zo treuzkaset dre ar genetek.
Muioc'h a baotr eget a plac'h a zo tapet ganti. 1 baotr diwar 12 a zo
daltoneg.
 
=== '''Astigmatism''' ===
C'hoarvezhout
a ra pa vez sae al lagad stummet en un doare digompez. Sae al lagad a
zo normalamant e stumm ur sfer met pa vez astigmate an den neuze eo
hirgelc'hiek. An araok a zo tost plad met ar c'hostezioù a zo kromm.
An distok-se a lak ar sklêrijenn hag a dremen dre al lagad da vezañ
tolpet war meur a lec'h e plas en ul lec'h hepken. Neuze a sell a zo
displann.
 
== '''Livioù an daoulagad''' ==
Ma'z eo livet glas al
lagad ez eo ablamour da 2 bigmant: an duon hag al lipofusin. Ma
n'eus ket a bigmantoù da skouer evit an dud gwennard, neuze e kemer
glas al lagad liv ar gwad hag a dreuz anezhi. Forzh peseurt liv a
c'hell bezañ d'eus ar re voutinañ d'ar re ralañ a-wechoù ez eus
kement a liv ma'z eo re ziaes lavarout peseurt liv a zo an hini
pennañ. Al livioù a vez treuzkaset dreist-holl dre ar genetek
daoust ma c'hell ur vab liv teñval, gell padal e dud o deus
daoulagad sklaer.
 
== '''Lodennoù al lagad''' ==
'''Parch
al lagad'''
 
Goloiñ a ra foñs al lagad, treiñ a ra ar c'hannad
lugernus o tont eus an diavez en ur gannad nervennus kaset d'an
empenn. Ur gwiad neuronel moan tre eo. Leun a kon pe a bazhigoù eo.
Ar c'honoù a servij da sellout diouzh deiz, hag al livioù pennañ:
ruz, glas, gwer. Ur seurt skramm sinema en ur sal du eo, e foñs al
lagad.
 
'''Mab al lagad'''
 
Seblantout a ra deomp bezañ du dre ma vez euvret
lodenn vrasañ ar sklêrijenn o tont el lagad gant ar gwiadoù.
Dreist-holl gant parch al lagad. Brasaat a ra pe bihanaat a ra gant
sikour kigennoù glas al lagad. Ar fiñvadennoù-se a servij da
reoliañ nerzh ar sklêrijenn hag ar c'hementd a sklêrijenn.
 
Pa vez kemeret poltred un
den gant al luc'hedenn, Glas al lagad na c'hell ket serriñ buan
a-walc'h, neuze parch al lagad leun a gwad a zo sklêrijennet. Setu
perak e vez gwelet daoulagad ruz war ar poltriji a-wechoù.
 
'''Gwenn
al lagad'''
 
Gwenn
al lagad a zo lodenn gwevnañ al lagad, servijout a ra da gwareziñ
al lagad ouzh an dagadennoù mekanikel ha derc'hel a ra ivez framm al
lagad. Treuzwelus e teu da vezañ en a-raok. Sae al lagad eo.
 
'''Ar
poent dall'''
 
Ar
poent sklaer eo
 
Ar zonenn lec'h m'en em
vod an neudennoù evit sevel nervenn ar gweled lec'h ma n'ez eus
kellig kizidik d'ar sklêrijenn ebet.
 
'''An
imor dourek'''
 
Un
dourenn eo lec'hiet etre strink al lagad ha sae al lagad. Reoliañ a
ra ar gwask a zo el lagad met ivez da vouetañ frammoù al lagad en
ur distrujañ al lostajoù.
 
'''Makula'''
 
Ar macula a zo an
tachad teñval. Ar
macula a zo zonenn parch al lagad lec'h ma'z eus ar c'hementad brasañ
a kon. Lec'hiet eo e foñs al lagad, war ahel ar poent dall, e-kreiz
parch al lagad. Enni ez eus un diwask bihan anvet fovea hag a zo
savet gant konoù stardet kenetrezo. Amañ emañ lec'h m'eo al lemmañ
al lagad. Warni eo e vez kaset skeudenn ar poent a sellomp.
 
'''Fovea'''
 
Ar fovéa a zo e-kreiz (an tachad gris)
Ar fovea, zonenn kreiz ar macula, a zo lodenn parch al lagad lec'h ma'z eo ar wel ar resisañ. Enni n'ez eus nemet konoù evit kaout ar wel resisañ. Ober a ra war-dro ar fiñvoù hag al livioù.
'''Koc'henn al lagad'''
Ur c'hoc'henenn mec'hiennet treuzwelus hag a golo diabarzh malvennoù al lagad. Ar c'hoc'henenn-se a brodu ur mukus a en em led war c'horre al lagad hag a lardigenn anezhañ evit gellout fiñval aesoc'h.
'''Malvennoù al lagad'''
Plakennoù kroc'henn a fiñv int evit serriñ pe digeriñ an daoulagad. Servijout a reont da:
Gwareziñ an daoulagad
Herzel pe bevenniñ ar sklêrijenn a za barzh al lagad.
Adzourenniñ sae al lagad.
=== Strink al lagad ===
<nowiki> </nowiki>Lentil naturel al lagad eo. Tolpiñ a ra ar skinoù lugernus war parch al lagad. Gallout a ra cheñch e ankl krommadur gant sikour kigennoù hervez ar pellder.
=== '''Gwagroù an daeroù''' ===
 
Ar gwagroù daeroù a brodu un dourenn anvet dourenn an daeroù e doare ma chom gleb an daoulagad. An takennoù dour a zo sal hag a warez al lagad, da skouer pa'z eus poultren warno pe pa'z eus un doñjer bennak evel an oksidenn propanethial a teu d'eus an onion met ivez goude un drivliadenn.
 
=== '''An nervenn ar gweled''' ===
An nervenn gwelout
a zo savet diwar strollañ neudennoù nervennus parch al lagad. Kas
a ra ar skeudenn stummet d'an empenn.
'''Gwerenn al lagad:'''
Ur
vouedenn treuzwelus, leuniañ a ra kev al lagad a-dreñv da strink
al lagad. Servijout a ra da asuriñ sonnded al lagad ha da
zerc'hel parch al lagad ouzh pale al lagad. Kaout a reer a-wechoù
ar santimant gwelout sklêrijennoù dirak al lagad. Dont a ra eus
ar fed e tremen gwerenn al lagad. Ma kendalc'h ar santimant,
marteze eo re greñv o gwad en o gwaziennoù kas.
=== '''Glas al lagad''' ===
Ur gigenn eo.
Seurt stalafioù mab al lagad a servij da reoliañ ar c'hementad a
sklêrijenn a tremen el lagad.
=== '''Koroid''' ===
Ar c'horoide a zo e mouk..
Pinvidik e gwaziennoù eo ar gwiskad
mañ, bouetañ a ra glas al lagad hag ar gelligoù a dap ar
sklêrijenn. Derc'hel a ra al lagad en ur c'hambr du ha gwareziñ a
ra anezhañ ouzh skinoù an diavez hag a grou tommder.
 
=== '''Korf ar malvennoù''' ===
Produiñ a ra an imor
dourek. Ennañ ez eus kigennoù a cheñch krommenn strink al lagad
evit kaout ar wel lemmañ ha reizhañ.
 
== Gwelout ==