Diforc'hioù etre adstummoù "Merien"

1 896 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (→‎Liammoù diavaez : All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|ca}} (5), {{Link GA|no}} (2) using AWB (10902))
[[Restr:Fire_ants02.jpg | thumb|right|250px|Merien.]]
'''Merien''' a zo [[amprevan]]ed bihan eus [[kerentiad]] ar ''[[Formicidae]]'' hag a vev a-veuriadoù, hag a vez graet [[krugellad-verien|krugelladoù-merien]] anezho. Rummet eo ar merien en [[urzhiad]] an [[himenopter]]ed gant ar [[gwesped]] hag al [[laou-koad]].
 
Ar
c'hentañ merienenn a veve dija 100 million a vloavezhioù. Eveldomp
e vevomp a-stroll met kalz niverusoc'h int: milionoù a viliardoù e
vefent dasparzhet e-barzh war-dro 12 000 spesad hag ar memes mas o
defe hag hini an denelezh a-bezh. En un doare hiniennel e c'hellont
dougen pouezhioù betek 60 gwech pounneroc'h evit o mas a zo
lec'hiet etre 1 ha 150mg. Daoust d'o 100 000 neuron hepken o deus
krouet kevredigezhioù luzhiet kenañ ha da drec'hiñ enebourien 10
gwech brasoc'h a-drugarez d'ar pezh a vez anvet ar spered a-stroll.
 
== Deskrivañ ==
Ar merien kentañ a vefe o tont eus fin ar [[Kretase|c'hretase]], sur a-walc'h diwar diorroadur gwesped eus ar [[juraseg|jurasik]]. En un doare morfologel ez int disheñvel diouzh an amprevaned all abalamour d'o "restell". Ar pep brasañ anezho n'o deus ket a eskell, met ar gouennerien o deus.
 
Ur
penn o deus, ur brusk pe thorax e-kreiz hag un tor e-barzh pehini ar
sac'h-boued. Brasoc'h eo hini ar rouanez peogwir ez eus e-barzh ur
stok vielloù hag ur stok sperloeniganed pe spermatek. Ma vez
frouezhusaet ar vi e vo krouet ur par a-hen-all e vo ul labourerez.
evit lod eus ar spesadoù merien e c'hell ul labourerez dont da vezañ
ur soudardez m'eo maget mat. Lod a zo merc'hed an interamant, lod a
zo dideilerezd, lod soudardezed pe magerezed. En em annavezout a
reont dre ar c'hwezh, ar feromonoù a resevont gant o zastornelloù.
Ma kav ur veriennen kalz boued e vern ul lodenn eus ar boued-se en he
sac'h-boued hag e roio d'ur gamaladez ar boued-se beg ouzh beg dre ar
pezh a vez anvet trofallaksiezh.
 
== Perzh ==
Pouezus
eo ar merien evit an ekosistem rak gwalc'hiñ a reont an natur hag ar
c'hêrioù o tebriñ korfoù marv, strewiñ a reont greun ha brenn
fleur evit lod, reiñ a reont aer d'an douar kement hag ar buzhug ha
gwareziñ a reont plantoù hag amprevaned all. Lod anezho a brodu
zoken un deveradenn (dourenn) enep-mikrobel a implij an apotikerezh.
 
== Preizerien ==
An
tog-tousog c'hwibez, ophiocordyceps uniteralis a zeu a-benn da gemer
kontroll empenn ar merien e vit oc'has betek ul lec'h mat da ziorren
an tog-tousog-se. Mervel a ra neuze ar verienenn hag e teu war-wel an
tog tousog dre benn ha dre gorfar verienenn.
 
== Liammoù diavaez ==
29

modifications