Mor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Gerioù deveret: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} using AWB (10902)
dour sal, trenkennadur
Linenn 18:
''Da vezañ kendalc'het''
 
== Dour sal ==
Bez ez eus 3,7 miliard a bloavezhioù, war an Douar ez eus un
oberezh mene-tanek bras hag a skarzh aezhenn, gaz karbonek, klor,
soufr. Ar gazoù-se o deus reaktet gant an dour evel bremañ gant
trenkennadur an dour. Setu skouerioù:
* CO2 (dioksidenn garbon) + H2O (dour) a ro H+ (ion hidrogen) + HCO3- (ion karbonat)
* SO2 (dioksidenn soufr) + H2O (dour) a ro H+ (ion hidrogen) + HSO3- (ion sulfat).
100
million a vloavezh goude, an Douar a en em yenañ. An dour a en em
glizhenn hag ar glaveier trenk a gouezh evit krouiñ ar meurvorioù
kentañ. Hervez un deoriezh, an drenkentez-se en defe rimiet reier an
Douar, tennet en defe an dour an holenoù a zo er reier, ha kaset
anezho dre redoù-dour, stêrioù,... davet armeurvorioù. Hervez un
deoriezh all, an aezhenn a en em glizhiennfe en ur meurvor hag en
defe tennet diouzhtu an elfennoù-se en donderioù morel. Bremañ an
holen pe kentoc'h an holenoù a deu eus ar mein rimiet gant ar
glaveier kouezhet hag en deus leusket e holenoù da vont, kaset gant
arredoù-dour davet ar morioù.
 
=== Digemm e chom ar paoter holen ===
Ar
sodiom a zo euvret e live ar c'heinoù-meurvorel, magma e leiz ez
eus er menezioù dindan-vor-se, neuze tomm berv. An ionoù sodiom
gant temmperadurioù ken uhel a en emvesk gant partikulennoù all ha
stanket er roc'h e chomont. Ar c'helc'hiad-mañ a grou ur c'hempouez.
E
dour ar meurvorioù ez eus etre 33 he 37 g/l a holen. War c'horre ar morioù
lec'h ma vez kavet ar muiañ a holen a zo lec'hiet dindan al
lec'hedoù trovanel, er morioù serr pe dost, hag er zonennù
mediterrannean dre ma'z eo an aezhennadur uhel hag ar c'hlaveier ral.
Er c'hontrol, el lec'hioù lec'h m'emañ uhle ar c'hementad a holen
en dour a zo lec'hiet dindan al lec'hedoù klouar rak eno glav,erc'h
a vez alies gleb ha yen eo an amzer ha nebeut a aezhennadur a zo.
 
== Trenkennadur ar morioù ==
Trenkennadur ar meurvorioù a zo an anv
roet da zigreskwar-gresk pH ar meurvorioù.Etre 1751 ha 2004, pH dour
diwar-c'horre ar meurvorioù a zo digresket eus 8,25 da 8,14.Dont a ra eus ar fed e vez produet kalz
muioc'h a gazoù saotrus a dreist-holl an dioksidenn garbon.
 
Ur wech produet, an dioksidenn garbon a bign en atmosferenn lec'h
ma en em zisolv e dour ar c'houmoul pe en em zisolviñ a ra diouzhtu
e douar morioù hag a euvr 22 donenn CO<sub>2</sub> bep bloaz. P'en
em zisolv an dioksidenn garbon en dour reaktiñ a ra ganti evit
produiñ meur spesadoù kimiek ionek pe ket ionek: dioksidenn garbon
dieub disolvet (CO<sub>2</sub> ), trenkenn garbonek (H<sub>2</sub>CO<sub>3</sub>),
hidrogenogarbonat
(HCO<sub>3</sub><sup>-</sup>), en o touezh ez eus an drenkenn
garbonek hag a c'hell disolviñ ar c'harbonat kalsiom hag a vez kavet
e eskern ar c'houral ar pezh a laka anezho en arvar.
 
Abegoù pennañ an drenkennadur-se:
* Euvriñ an dioksidenn garbon produet diwar oberezh an den.
* An azot produet diwar ar red motorizet ha diwar an domerezh, hag a brodu o taou oksidenn azot, andon trenkenn nitrek ha trenkenn nitreux hag a gontamm ar glaveier hag an dourioù gorre ha morrel, dre an atmosferenn hag ar redoù dour.
* Ar soufr hag a zo e-barzh an danvezioù-tan fosil a en em dreuzfurm e-pad an devadur e dioksidenn soufr, andon trenkenn sulfurek ha sulfureux.
* Produet e vez ivez gazoù a c'hell trenkennaat an dour dre natur, gant ar menezioù-tan, gant an tangwalloù ha gant an analadur.
{{Porched ar Mor}}
 
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Mor »