Armerzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Pennreolennoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Link FA|fr}}, {{Link GA|sv}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
= Termenañ =
 
An '''armerzh''' zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud.An
ekonomiezh a zo ur skiant a studiñ mont
en-dro an ekonomiezh, da lâret eo oberiantizoù ur strollad tud evit
produiñ, distribuiñ ha beveziñ ar produioù-se evit bevañ ha
krouiñ pinvidigezh.
 
Setu
an ekonomiezh a studi an doare ma vez dispignet pe espernet arc'hant
gant tud prevez ha gant an embregerezhioù ha penaos e vez dasparzhet
ar pinvidigezhioù. Komzet e vez eus ekonomiezh prevez. Ekonomiezh
publik a vez graet eus studiadenn perzh ar Stad e-keñver ekonomiezh
(divizoù, dilerc'hioù).
 
Heñvelster
eo gant gounid, aozañ hag espern.
 
Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar [[kevredigezhioù|gevredigezh]], hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh.
Linenn 17 ⟶ 31:
Evit mentañ daou implij diforc'h eus ar mammennoù ec'h implij an armerzhour ur muzul eus talvoudegezh ar rezultad bet tapet. Ar muzul-mañ, gouestlet da batrom an armerzhour, zo sañset taolenniñ an dud o deus o fegement evit an defotachoù. Evit ur patrom armerzh bet choazet e vez lâret lar eo oberiant un urzhiadur ma vez implijet gantañ mammennoù dehe un talvoudegezh bras-meurbed.
 
== Armerzh ha kevredigezh dorn-ha-dorn ==
Ar
ger ekonomiezh pe armezh a zo ganet diwar skridoù Xenophon hag Aristote etre
ar Vvet kantved hag ar IVvet kantved kent J-C, talvezhout a rae
<nowiki>''</nowiki>aozadur an tiegezh<nowiki>''</nowiki>. Ar meizad ekonomiezh a oa bet krouet kalz en
a-raok, er VIvet milvet kent J-C; e Sumer (Mezopotamia) e veze
kenwerzhet dija. Sokial a deu eus al latin <nowiki>''</nowiki>socialis<nowiki>''</nowiki> (kevredigezh)
hag eus <nowiki>''</nowiki>socius<nowiki>''</nowiki> (kamalad).
 
Setu
emdroadur an ekonomiezh hag ar gevredigezh abaoe o c'hrouadur:
* Chaseourien ha kutuilherien ar Ragistor a dreuzfeurme ar boued gant an tan. Tamm-ha-tamm o deus kroget da sevel objedoù arzel ha relijiel ha diorroet eo bet an trok.
* E-pad Oadvezh ar Maen (12 000-8 000 kent J-C) e krogas an den da sevel kêriadennoù, da zesevel loened hag e voe krouet ar berc'hentiezh.
* Tro-dro d'ar mor Kreizdouar e krog an impalaeriezhioù (Ejipt, Roma, Bro C'hres) gant ar sklaverezh.
* Da vare ar Grennamzer e vez krouet ar marc'had, hag an dizalc'hidigezh ekonomikel: produiñ a-walc'h evit bezañ dieub diouzh ar Stadoù all ha gwerzhañ dezho ar produioù-se evit dasparzh pinvidigezh.
* Ar skiant ekonomikel a deu war-wel e-pad ar XVIIve kantved gant perzh ar Stad er vuezh ekonomikel o vrasaat. E fin an XVIIIvet kantved, e krog al labourerien d'en em vodañ hag e krouont kevredigezhioù sikour a-stroll evit finañsiñ an interamantoù, harz-labour, etc. James Watt a ijin ar mekanik dre aezhenn hag Adam Smith a grou ar frankskemm. Embregerezhioù industriel (mengleuz, oto) o doa ezhomm kalz arc'hant, neuze e voe krouet kumpagnuniezhioù gant diazez an aksion hag ar bankoù bras.
* 1929: krach bours Wall Street. Ar mennozh a PDG (Produ Diabarzh Gros) a zo kavet gant Simon Kuznets. Hiziv, ekonomiezh ar Stadoù diorroet hag o tiflukañ a zo hini ar ouiziegezh (brevedoù), ar servijoù, bedeladur ar marc'hadoù (ekonomiezh dre rouedad).
* Ekonomourien a orin eus an ekonomiezh modern: Colbert, Smith, Quesnay, Marx, Engels.
{{Commonscat|Economics}}