Machu Pikchu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Framm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 67:
 
Er su emañ templ ar c'hondor ha karter ar prizonioù. E templ ar c'hondor e veze graet sakrifisoù evit sioulaat an doueed.
 
== Ur gêr o kedveviñ gant an natur ==
Arkitektourien
Machu Picchu o deus he savet hervez elfennoù an natur a zo tro-dro
d'ar gêr. Hervez an Heol eo savet an tiez. Da skouer, d'ar 24 a viz
Even e teu daou dric'horn kenkreizek war-wel war an Intihuatana.
* Hervez al lec'h eo posupl gwelout fas un den o sellout ouzh an oabl, an Huyana Picchu o vezañ ar fri.
* Ar roc'h sakr, ur maen bras a 7 metr ledander, a zrevez ar menez a zo a-dreñv.
* Patrom ar gêr a seblant kaout stumm ur c'hondor gant e zivaskell dibleget.
* An Huayna Picchu en deus stumm ur puma prest da lammat. Skeudenn ur puma a c'heller ijinañ gwelet treset ivez gant an temploù, hag ar savennoù-douar.
* En ur welet ar gêr adalek an Huyana Picchu eo posupl gwelout un naer hag ur gourglazard.
* Ur wech an amzer eo posupl gwelout ul loen kizellet er roc'h.
* An naer, ar puma, ar c'hondor hag ar gourglazard a zo arouez an Douar hag an neñv, loened pouezus int e mitologiezh an Inkaed.
* Ar savennoù-douar a zo dalc'het kempenn gant lamaed.
* Templ ar c'hondor a zo anvet e-giz-se abalamour da stumm ar roc'h lec'h m'eo savet.
 
== Ar gêr gollet ==
* Kleñvedoù: Goude marv Pachacutec e 1471 e voe gorrekaet buhez ar c'hêr. Goude e voe tapet ar c'hêr gant kleñvedoù nevez, ar vosenn a rannas dre zaou poblañs machu Picchu, ar variolenn kaset gant ar spagnolad Pizarro da vare e veaj etre 1524 ha 1526.
* Brezel diabarzh: Huayna Capac, impalaer an inkaed a zeas da evezhiañ ar spagnoled, tapet e voe gant ar c'hleñved ha mervel a reas. Daou zen a zabute an tron, Huascar hag Atahualpa. Kregiñ a reas ur brezel diabarzh etre an dud fidel da Huascar hag ar fideled da Atahualpa. Atahualpa a c'hounezas ar brezel met rivinet e oa an impalaeriezh inka ha trevadennet voe gant ar spagnoliz buan. Gant ar brezel-se e voe rediet annezidi Machu Picchu kuitaat ar c'hêr. Sikouret eo bet diskar an Inkaed rak ar beizanted inka a oa mitmas. Pa'oa an inkaed oc'h astenn o ziriad e veze strewet ar pobloù gounezet e pep lec'h er vro, un doare e oa da zerc'hel ar galloud hag enebiñ ouzh un dispac'h ar re-se o doa c'hoant istreiñ d'o c'hêr orin.
Aninkaed o deus dalc'het kuzh ar gêr ha tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ ur vojenn ha disoñjet e voe. Setu perak n'eo ket bet distrujet Machu
Picchu evel an holl gêrioù inka all, peogwir ne oueze ket ar spagnoliz e oa d'eus ur gêr evel-se.
 
== Touristelezh ==
Linenn 78 ⟶ 99:
vefe distrujet ar gêr.
 
== Ur c'hoar da Machu Picchu ==
[[Rummad:Glad bedel]]
Un eil Machu Picchu a zo anvet Chuquequirao, diaesoc'h eo tizhout anezhi
rak n'eus ket a hent gwir ha lec'hiet eo da 3000m a uhelder. Damheñvel int gant o ti-saverezh ha framm ar gêr o lec'hiadur er menezioù.[[Rummad:Glad bedel]]
[[Rummad:Perou]]