Aten : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Daveoù: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|mk}}, {{Link GA|zh}} using AWB (10902)
Linenn 3:
 
== Istor ==
'''Aten
a voe savet sur a-walc'h en IIIde milvet kent J-K w'''ar
an Akropolenn da 156 m uhelder gant tud eus Mysenia. Ur mare monarkel
a vefe bet da-heul o kregiñ gant These hag oc'h echuiñ gant Kodro.
These a reas eus Aten kêrbenn an Atik. Emdreiñ a reas ar
gouarnamant en un oligarkiezh renet gant 9 arkont, war-lerc'h e voe
an tyran kentañ Pisistrates a lañsas ekonomiezh Aten, met skarzhet
e voe gant an aristokrated, hag e vab Hippias a voe rediet dezhañ
kuitaat da bro Persia. Clisthen a gemeras ar galloud hag a instituas
un demokratiezh e -508. En he barr, er V<sup>vet</sup>
kantved kent J-K, Aten a en em lede war 2 650 Km karrez. Hervez
mythologiezh an ateniz e vefe bet krouet pep tra adalek ar C'haos.
Diwarnañ e vefe bet ganet 8 ramz en o zouez Gaïa (Douar-Mamm) hag
Ouranos (Oabl steredennek). Kalz a vibien o devo ha dreist-holl
Kronos (amzer). Gant Rhea en doe d'e dro 5 bugel
a zebras evit chom hep bezañ didronet, met Rhea, displijet gant
Kronos, a guzhas ar 6<sup>vet</sup>
hini, Zeus. Deuet bras, Zeus a lazho Kronos, a zieubo e vreudeur ha
c'hoarezed hag a reno war ar Gwenved.
 
=== Keoded Aten ===