Mellad (c'hoari) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 8 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2429272
Linenn 25:
 
<br />
Bez e oa eus ar Vellad e Breizh. Unan eus ar melladoù diwezhañ oa Mellad Kergohann e-kichen [[Langedig]] etre An Oriant ha Gwened. J.-P. Le Bihan ha S. Moëlo o deus skrivet ul levr bet embannet gant Dastum : ''Kergohann hag ar Vellad'' diwar e benn. Kontañ a ra al levr fest Kergohann hag a zigore koulz ar pardonioù. Echuet e veze an devezh gant ar vellad (adlañset e oa bet ar vellad e Kergohann e 1968). Ar reolennoù oa mod-se : un tredeog a skoe ar vellad er vann (ur vellig graet gant brenn-heskenn ha lêr, ment un dorn ganti) hag an daou skipailh a rede a-drek, ar gwir a oa ganto da skeiñ an eil re gant ar re all met an tredeog a oa ar gwir gantañ skarzhañ ur c’hoarier a oa re feulz hervezañ. Ar pal a oa lakaat ar vellad e ludu ur siminal e n’eus forzh peseurt ti. An ti oa ret dezhañ bezañ da nebeutañ daou gilometr eus al lec’h kregiñ. Ar skipailhoù a gemere perzh o devoa ur prof pep hini e fin ar c'hrogad. Ar skipailh aaz zaeae ar maout gantañ a gounezec'hguneze ur pemoc’h, an eil ur yar indez hag a re all a gonezec'honeze ur sison.
 
[[Rummad:Sportoù hengounel]]