Elisabeth von Hessen-Darmstadt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
 
E 1878 he doa kollet he mamm hag he c'hoar yaouankañ, [[Marie,]] abalamour d'an diphteria. An holl dud eus he familh a oa tapet gant ar c'hleñved e miz Du 1878, estreget Ella. Dimeziñ a reas he zad gant [[Alexandrine von Hutten-Czapska|Alexandrine von Hutten-Czapska,]] hag ar merc'hed, Ella hag Alix a veze desavet gant o mamm-gozh Victoria en [[Osburne House|Osburne House.]] A-vihanik e oa ar c'hoarezed levezonet gant ar relijion ha skoazellañ a rae o mamm, hag honnezh a oa madoberourez anavezet ha karet gant an dud. Anvet e oa bet Elisabeth en enor Santez [[Elesbed Hungaria|Elisabeth Thüringen,]] lakaet da santez abalamour ma rae vad d'ar re baour.
 
Er bloavezhioù 1878-1881 e rae ar priñs [[Gwilherm II (Alamagn)|Gwilherm]] al lez dezhi hag e seblante e felle dezhañ dimeziñ gant ar briñsez, met Elisabeth ne oa ket plijet gant ar soñj-mañ. Ur priñs all hag a c'halle dimeziñ ganti a oa Friedrich von Baden.