Elisabeth von Hessen-Darmstadt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Dilojañ a reas daou bried d'ur palez e Nevskiy Prospekt, Palez Beloselskiy-Belozerskiy, anvet goude Sergievskiy. Ur palez all o doa en Ilyinskoye, e-lec'h ma oa savet un ospital hag e veze aozet foarioù evit ar goueriaded.
[[Restr:Ella205.jpg|thumb|Dugez veur Elisaveta Feodorovna.]]
Deskiñ a reas Elisaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh. Plijout a rae dezhi mont d'an oferennoù ortodoks daoust dezhi bezañ protestantez. E 1888 ez eas Elisabeth hag he gwaz d'an Douar Santel. E 1891 e teuas da vezañ ortodoksez, en desped d'e dad a soñje dezhañ ne oa ket reizh d'e verc'h cheñch relijion, hag unan gwir, hervezañ. Skrivet he doa dezhañ: "Soñjal a raen bepred, lenn a raen, pediñ a raen Doue - evit ma vefe diskouezet din un hent reizh - ha komprenet em eus e c'hallfen kavout ur feiz gwir ha kreñv, hag a rank an den kaout evit bezañ ur c'hristen mat, nemet er relijion-mañ".
 
Evel gwreg jeneral-gouarnour Moskou he doa aozet e 1892 ur gevredigezh evit skoazellañ "bugale ar mammoù paour, ganet hervez al lezenn, met kaset e Ti an Emzivaded e Moskoù, hep kaout gwir da ober se zoken, evel ar vastarded".