Diforc'hioù etre adstummoù "Elisabeth von Hessen-Darmstadt"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Dilojañ a reas daou bried d'ur palez e Nevskiy Prospekt, Palez Beloselskiy-Belozerskiy, anvet goude Sergievskiy. Ur palez all o doa en Ilyinskoye, e-lec'h ma oa savet un ospital hag e veze aozet foarioù evit ar goueriaded.
[[Restr:Ella205.jpg|thumb|Dugez veur ElisavetaElizaveta Feodorovna.]]
Deskiñ a reas ElisavetaElizaveta Feodorovna rusianeg mat, ha gallout a rae komz hep pouez-mouezh. Plijout a rae dezhi mont d'an oferennoù ortodoks daoust dezhi bezañ protestantez. E 1888 ez eas ElisabethElizaveta Feodorovna hag he gwaz d'an Douar Santel. E 1891 e teuas da vezañ ortodoksez, en desped d'e dad a soñje dezhañ ne oa ket reizh d'e verc'h cheñch relijion, hag unan gwir, hervezañ. Skrivet he doa dezhañ: "Soñjal a raen bepred, lenn a raen, pediñ a raen Doue - evit ma vefe diskouezet din un hent reizh - ha komprenet em eus e c'hallfen kavout ur feiz gwir ha kreñv, hag a rank an den kaout evit bezañ ur c'hristen mat, nemet er relijion-mañ".
 
Evel gwreg jeneral-gouarnour Moskou he doa aozet e 1892 ur gevredigezh evit skoazellañ "bugale ar mammoù paour, ganet hervez al lezenn, met kaset e Ti an Emzivaded e Moskoù, hep kaout gwir da ober se zoken, evel ar vastarded". Seurt kevredigezhioù a oa aozet en holl barrezioù Moskoù hag en holl gêrioù goubernia Voskoù. Ouzhpenn-se e oa ElisavetaElizaveta Feodorovna e penn Poellgor ar Groaz Ruz.
 
A-drugarez dezhi ha d'he gwaz e c'halle an dug meur [[Nikolaz II Rusia|Nikolaz Aleksandrovitch]] chom e darempred gant ar briñsez Alix pa ne oa ket c'hoazh e dud plijet gant e c'hoant da zimeziñ ganti. Ha goude, p'he doa he c'hoar kalz douetañs pa ranke cheñch he relijion evel gwreg an hêr hag Impalaerez Rusia da zont, he doa skoazellet Elizaveta Feodorovna anezhi da ober he menoz.
 
An dugez veur a oa ul livourez donezonet. Treset he doa un emboltred e mod al livour [[Alfons Mucha|Alfons Mucha,]] levezonet hag awenet gantañ, ha poltred he c'hoar Aleksandra Feodorovna, savet e 1897.
 
Elizaveta Feodorovna ha Sergey Aleksandrovitch n'o doa ket bugale, met desevel a raent bugale an dug meur [[Pavel Aleksandrovitch,]] [[Maria Pavlovna Rusia|Maria Pavlovna]] ha [[Dmitriy Pavlovitch|Dmitriy Pavlovitch.]]
132

modifications