Elisabeth von Hessen-Darmstadt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
An dugez veur a oa ul livourez donezonet. Treset he doa un emboltred e mod al livour [[Alfons Mucha|Alfons Mucha,]] levezonet hag awenet gantañ, ha poltred he c'hoar Aleksandra Feodorovna, savet e 1897.
 
Elizaveta Feodorovna ha Sergey Aleksandrovitch n'o doa ket bugale, met desevel a raent bugale an dug meur [[Pavel Aleksandrovitch,]] [[Maria Pavlovna Rusia|Maria Pavlovna]] ha [[Dmitriy Pavlovitch|Dmitriy Pavlovitch.]] Mervel a reas o mamm e 1891 goude ma oa ganet Dmitriy, ha Pavel Aleksandrovitch en doa kavet ur vaouez all, dimezet er mare-se, [[Olga Paley|Olga Paley.]] Honnezh he doa ganet dezhañ ur mab e 1897. N'en doa ket roet an impalaer e aotre dezhañ da zimeziñ gant Olga, p'he doa diezet he gwaz, hag evel-se o doa dimezet e Livorno ha kuitaet Rusia, ha daou vugel an dug meur a oa chomet gant Elizaveta Feodorovna.