Diforc'hioù etre adstummoù "Elisabeth von Hessen-Darmstadt"

Eil titl.
(Eil titl.)
'''Elisabeth von Hessen-Darmstadt,''' pe '''Elizaveta Feodorovna''' (d'ar [[1añ a viz Du]] 1864 e [[Darmstadt]] - d'an [[18 a viz Gouere]] 1918, en [[Alapaievsk]]) a oa priñsez Hessen-Darmstadt ha dugez-veur eus ar familh Romanov dre he dimeziñ gant an dug-meur Sergey Aleksandrovitch Romanov, mab da [[Aleksandr II (Rusia)|Aleksandr II]] ha da [[Marie von Hessen-Darmstadt|Varia Aleksandrovna.]]
 
=== Familh ha bugaleaj ===
Elisabeth a oa eil merc'h da [[Ludwig IV Hessen-Darmstadt]] ha da briñsez [[Alice Breizh-Veur|Alice Breizh-Veur,]] merc'h da [[Victoria (Rouantelezh-Unanet)|Victoria,]] rouanez Breizh-Veur. He c'hoar [[Alix von Hessen-Darmstadt|Alix]] a zeuas da vezañ Impalaerez Rusia goude m'he doa dimezet gant [[Nikolaz II Rusia|Nikolaz II]] e miz Du 1894. He c'hoar henañ, [[Viktoria,]] a oa dimezet gant Ludwig Battenberg hag a oa mamm-gozh da bried ar rouanez [[Elesbed II|Elesbed II.]] He c'hoar all, [[Irena von Hessen-Darmstadt|Irena von Hessen-Darmstadt,]] a oa dimezet gant [[Heinrich von Preußen (1862-1929)|Heinrich von Preußen]], mab da [[Frederig III Alamagn|Frederig III.]] Daou vreur he doa, [[Ernst Ludwig|Ernst Ludwig,]] dug Hessen, ha [[Friedrich,]] marvet en abeg d'an hemophilia e 1873, pa oa tri bloaz.
 
Implijer dizanv