Brigadennoù Ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
E 1978 e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-[[Kentañ Ministr]] [[Italia]] [[Aldo Moro]] abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur genemglev etre [[Strollad Komunour Italia]] ha Democrazia Cristiana.
 
A-drugarez da veuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-anep da veuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e1980e 1980.
 
E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar [[Stadoù Unanet Amerika|Stadoù Unanet]], James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul.
Linenn 29:
E 1984 e tisklêrias ar strollad e oa bet lazhet gante Leamon Hunt.
 
E 1985 un nebeut izili italian o chom e [[Frañs]] a distroas da [[Italia]]. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer [[Firenze]] ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr [[Bettino Craxi]]. E miz Meurzh 1987 e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e [[RomeRoma]]. Hag e 1988 e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senador Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad eeo hennezh a-drugarez da niver bras an izizli pennañ bet tapet gant ar polis.
 
Lazhañ a raes ar strollad Massimo D'Antona, kuzulier d’ar C’hentañ Mininstr Massimo D'Alema e 1999. Lazhet e voe evit ar wech diwezhañ gant ar BR e miz Meurzh 2002 pa varvas ar c’helenner war an armerzh ha kuzulier da [[Silvio Berlusconi]] Marco Biagi goude bezañ tennet warnañ gant ar memes pistolenn bet implijet evit lazhañ D'Antona .
 
D’an 3 a viz Meurzh 2003, daou ezel eus ar Brigadennoù Mario Galesi and Nadia Desdemona Lioce a tennas war ar polis en un tren e porzh-houarn Terontola. Mervel a reas Galesi hag Emanuele Petri eus ar polis. E miz Here 2003 e voe harzet c’hwec’h ezel eus ar BR e [[Firenze]], [[Sardinia]], [[Roma]] ha [[Pisa]] liammet ouzh meuntr Massimo D'Antona.
 
Hiziv an deiz ez eo diaezet goût pet a tud a souten c’hoazh politikerezh ar Briagdennoù Ruz, met nebeutoc’h evit 50 den moarvat. Ouzhpenn an daou duad istorel pennañ ez eus komz ivez eus daou duad posubl nevez ivez: "Kelloù Proletaer Armet" ([[italianeg]] "Nuclei Armati Proletari") ha "Linenn Gentañ" ([[italianeg]] "Prima Linea").