Diforc'hioù etre adstummoù "Lan Inizan"

94 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
(Resisaat...)
 
==E vuhez==
Genidik e oa eus Gwinevez e [[Bro-Leon]]. Beleget e voe ed'ar [[14 a viz Mezheven]] [[1851]] hag anvet da gure [[Gwikourvest]] d'an [[28 a viz Mezheven]] da-heul. Mont a reas da berson e-pad 10 vloaz a-raok distreiñ da di e dud ma chomas 4 bloaz. E [[1865]] ez eas da [[Normandi]] da gelenner, ur vicher a reas 4 bloaz a-raok bezañ anvet da berson eno e [[1869]]. E [[1871]] e welas ar [[Prusia|Brusianed]] o tegouezhout. E [[1874]] e oa o kelenn e [[Gwengamp]]. E 1874 ez eas da berson da Winevez ma varvas e [[1891]]. Butuner bras, teod-lemm hep aon gant sevel cheu d'an dud ha gant soñjoù roueelour don, kement-mañ a harzas outañ da vont pelloc'h war ar vicher ha chomet e oa tri bloavezh, a 1871 da 1874, hep parrez ebet. D'ar c'houlz-hont eo e krogas e penn e bluenn evit skrivañ e-pad e amzer vak. Ar brezhoneg a zeu gantañ en e skridoù a zo ur brezhoneg bev-buhezek met aes da lenn anezhañ. Nebeut a oberennoù a zo bet sevenet gant '''Lan Inizan''' met e bennoberenn [[Emgann Kergidu (romant)|Emgann Kergidu]] hag a oa bet gwerzhet mat pa oa bev an aozour c'hoazh a chom hiziv an deiz ur romant a bouez el lennegezh vrezhonek.
 
==Oberennoù==
46 039

modifications