Kastell Langeais : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Parka fasado de la Château de Langeais 01.jpg|thumb|240px|Kastell Langeais]]
 
'''Kastell Langeais''' zo ur [[kastell|c'hastell]] eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]], e kumun [[Langeais]] e departamant [[Indre-et-Loire ]], e [[Bro-C'hall]], war lez dehou al [[Liger]]. Eus ar c'hastell kentañ ne chom nemet rivinoù eus an tour-meur. Konted kentañ [[Anjev]] a savas o c'hastell evit tagañ domanioù konted [[Bleaz]] ha [[Teurgn]].
 
Dindan ren [[Foulk III]], kont [[Anjev]], e voe savet ar c'hastell kentañ. Brasaet e voe gant an [[tiegezh Plantagenêt]], ha gant [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]] dreist-holl. Aloubet e voe gant arme ar roue gall [[Fulup II an Aogust|Fulup an Aogust]] e [[1206]], met distrujet e voe goude gant ar Saozon, e-pad ar [[Brezel Kant Vloaz]] ([[1428]]). Ne chom nemet tour-meur Foulk Nerra eus ar c'hastell kentañ-se.
 
Adsavet e voe ar c'hastell etre [[1465]] ha [[1469]], war urzh ar roue gall [[Loeiz XI (Bro-C'hall)|Loeiz XI]], ha perc'hennet e voe ar c'hastell gant rouaned Bro-C'hall e-pad pell. E kastell Langeais an hini e c'hoarvezas [[eured]] ar roue gall [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]] gant an dugez [[Anna Breizh]] er bloavezh [[1491]]. Dre an dimeziñ-se e teue Breizh da vezañ stag ouzh rouantelezh Bro-C'hall ha n'eo ket mui ouzh impalaeriezh an [[Tiegezh Habsburg|Habsbourged]].
Linenn 9:
Dilezet e voe ar c'hastell goude an [[Dispac'h Gall]], met e [[1886]] e voe prenet gant ur bankour, Jacques Siegfried, a reas labourioù adkempenn ennañ betek [[1904]]. Neuze e voe profet ar c'hastell gantañ d'an [[Institut de France]].
 
Gweladenniñ ar c'hastell a c'haller bremañ. E kêr emañ, gant e dri zour uhel dreist an tiez tro-dro, ha mont a reer ennañ dre ur [[pont-gwint]]. Ul liorzh, bet savet e doare liorzhoù ar {{XVvet kantved}}, a c'haller gweladenniñ ivez. Er c'hastell ez eus 15 kambr kempennet gant arrebeuri, pallennoù, livadurioù ha kizelladurioù, da glask reiñ un alberz eus ar vuhez ennañ gwechall, er XV{{vetXVvet}} ha XVI{{vetXVIvet}} kantved. Er saloñs brasañ eo taolennet eured Anna Breizh ha Charlez VIII.