Meurvor Arktika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 1:
[[Restr:Arctic_Ocean02.png|right|Meurvor skornek Arktika]]
 
'''Meurvor Arktika''' (pe ''Meurvor skornek Arktika'') en em led war 14 000 [[kilometr karrez|km²]]. Emañ etre ar [[Pol Norzh]] ha [[Kelc'h Arktika]]. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar [[morskorneg|vorskorneg]], dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar [[koulz-amzer|c'houlzioù-amzer]]. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar [[Meurvor Atlantel]] na gant ar morioù a-hed [[Norvegia]], [[Rusia]] hag [[Alaska]] : Mor Lincoln, [[Mor Barents]], [[Mor Kara]], [[Mor al Lapteved]], [[Mor Reter SiberiaRetersibiria]] ha [[Mor an Dchouchked]]) hag ivez [[Mor Beaufort]] a-hed [[Tiriadoù Norzhar KanadaGwalarn]] e Kanada.
 
Emañ un nebeud [[enezeg]]où a kreiz ar meurvor : [[Novaya Zemlya]] (Rusia), inizi [[Svalbard]] (Norvegia), Enezeg[[Douar FrañsezFranz-JozebJosef]], [[Inizi SiberiaSibiria-Nevez]] hag an Enezeg kanadian.
 
A-hed an [[aod]]où n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia ([[Ledenez Kola]] gant [[Arc'hangelsk]]). E [[Siberia]] n'eus nemet [[geun]]ioù ken ez eo kazi digenvez an aodoù.
 
Pa oa ar [[Brezel yen]] e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a [[diaz-lu|ziaz-lu]] kostez an [[URSS]] koulz ha kostez Norvegia. [[lestr-spluj|Listri-spluj]] rusiansoviedel ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E [[1958]] e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat [[Nautilus]] pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar [[Pol Norzh]].
 
E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ [[banniel]] Rusia e [[foñs]] ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an [[islonk]] da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed [[Tommadur ar blanedenn|tommadur hinad ar bed]]. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar [[Stadoù-Unanet]] o deus embannet e tlefe [[Tremen ar Gwalarn]] bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du [[Kanada]] ha [[gouarnamant]] ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.