Galleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 29:
== Istor ==
 
D’al liesañ e vez lavaret eo ar c'hentañ testenn skrivet e kenc'halleg (pe ''romana lingua'' pe ''[[roman (yezh)|roman]]'') ''Serments de Strasbourg'' (Toueadelloù Strasbourg) e [[842]]. Mod arall e voe en taol kentañ ma oa bet kaoz hag ur kencc'henc'halleg e [[813]], da-geñver sinod [[Teurgn]]. En destenn lennegel kentañ er yezh-se a zo bet skrivet tro-dro da [[880]]. Hennezh eo'' Séquence de sainte Eulalie'', met gallout a reer lavarout eo bet skrivet an destenn-se e [[pikardeg]] kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Ret eo lavarout ne servij ket da galz a dra gober un diforc'h etre "langaj" ha "parlant-bro" : n'e c'haller ket spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er bloaz [[1539]] e laka lezenn [[Villers-Cotterêts]] ar galleg da yezh ar Gwir hag ar [[melestradurezh|velestradurezh]].
 
Evit an istor e c'haller gwelout pemp stad en emdroadur ar yezh, ha cheñchet he deus a-dammigoù hag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù disheñval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lavarout e pe amzer ez eus bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar [[yezhadur]] hepken, met war ar skritur ivez :