Diforc'hioù etre adstummoù "Joaquín Murrieta"

D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(liamm fall)
D
'''Joaquín Murrieta''' (skrivet ivez '''Murieta''' pe '''Murietta''') (1829 – 1853), lesanvet '''Robin Hood El Dorado''', a oa un den a veve e [[Kalifornia]] da vare an Diskrap war an Aour. Hervez ar savboentoù disheñvel e vez taolennet evel ul laer pe evel un den a stourme ouzh damani pounner ar saoznegerien e Kalifornia. Difenn a rae ar vengleuzierien baour a oa spagnolegerien ouzh ar ''gringos'' a glaske lakaat o c’hrabanoù war ar mengleuzioù.
 
Ne ouzer ket kalz traoù diwar e benn hag a bep seurt istorioù zo bet kontet. Hervez lod e oa eus [[Chile]]. Bremañ e kav d’an darn vrasañ eus an istourien e oa genidik Murrieta eus stad [[Sonora (stad)|Sonora]].
 
Moarvat ez eo gant tudenn Murrieta eo bet awenet ar skrivagner [[Johnston McCulley]] en deus skrivet troioù-kaer [[Zorro]], embannet e 1919. Un toullad filmoù zo bet savet diwar-benn an dudenn-se ivez e [[Mec’hiko]] hag e [[SUA]].
1

modification