Raymond Delaporte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
 
==Buhez==
Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, [[Herve Delaporte]] hag [[Yves Delaporte]], anavezet o-daou ivez, en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur [[Angers]] d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e [[Strollad Emrenerien Vreiz]]. E 1932 e savas ''[[Breuriez ar Brezoneg er Skol]]'', asambles gant tud evel [[Yeun ar Gow]], evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh [[1938]] e voe anvet da rener ar strollad [[Bleun Brug]]. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu [[1940]], pa voe galvet da gemer penn [[Strollad Broadel Breiz]] e-lec'h [[Olier Mordrel]].

== Strollad Broadel Breizh ==
Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da [[Iwerzhon]]. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv a-enep ar varnadenn-se.
[[Restr:Le devoir de l'Heure (Raymond Delaporte 12 a viz Kerzu 1943).jpg|thumb|"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte e kazetenn ar strollad [[L'Heure Bretonne]] d'an [[12 a viz Kerzu]] [[1943]])]]
== Iwerzhon ==
Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur [[Korkig]] da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol [[Per Denez]], ''Brezhoneg buan hag aes'', ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.
 
==Oberennoù==