Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astennig
Linenn 1:
[[File:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg|thumb|<center>''L'Heure bretonne'' niv. 120<br />21 a viz Here 1942</center>]]
'''Joseph-Marie Jaffré''', lesanvet '''Job Jaffre''', pe c'hoazh '''Jos Pempoull''', ganet e (1906- e [[Berne]] ha marvet e 1986) en [[Alre]], '''Mabedad''' e [[anv-pluenn]], zo ur c'hazetenner [[breizhat]] hag ur skrivagner [[brezhonek]] hag en deus skrivet e-barzh ''[[L'Heure Bretonne]]'' ha ''[[La Liberté du Morbihan]]''.
 
==E vuhez==
D'ar [[6 a viz Mae]] [[1906]] e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun [[Berne]], war lez lenn ar Pont-Kalleg. Bet eo er skol e [[Kernaskledenn|Karnasen]] a-raok bezañ bet kaset da [[Redon]] da skol Sant-Salver gant [[person]] ar [[Parrez|barrez]]. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet ''Ar en Deulin'' gant [[Yann-Bêr Kalloc'h]]. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.
 
Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant [[Loeiz Herrieu]] er gelaouenn [[Dihunamb]]. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.<br />
Mont a reas da skolaer e skol [[Kernaskledenn]] a-raok mont d'an arme. goude e labouras e korn Pariz.

E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek ''[[Le Nouvelliste du Morbihan]]'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.
 
Ezel eo bet eus [[Strollad Broadel Breizh]]. E miz Kerzu [[1940]] ez eas kuit eus ar gazetenn ''Le Nouvelliste du Morbihan'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn [[kenlabourerezhouriezh|genlabourerezhour]] ''[[L'Heure Bretonne]]''.<br />