Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 30:
 
E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek ''[[Le Nouvelliste du Morbihan]]'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.
== Strollad Broadel Breizh ==
 
Ezel eo bet eus [[Strollad Broadel Breizh]]. E miz Kerzu [[1940]] ez eas kuit eus ar gazetenn ''Le Nouvelliste du Morbihan'', rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn [[kenlabourerezhouriezh|genlabourerezhour]] ''[[L'Heure Bretonne]]''.<br />
Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet er gazetenn-se, evel ''À la porte les Juifs & les enjuivés'', a embannas d'an deiz goude skrapadeg ar ''[[Vélodrome d'Hiver|Vel' d'Hiv]]'' a c'hoarvezas d'ar [[16 Gouere|16]] ha d'ar [[17 a viz Gouere]] [[1942]], hag eñ rener ''L'Heure Bretonne''.<br />
Goude-se e voe kelaouenner er gazetenn ''La Liberté du Morbihan'' ma tifennas sevenadur Breizh.
== Goude an Eil Brezel-bed ==
 
E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 mizvezh ha leusket da vont da Nedeleg [[1945]] rak ne oa netra da damall dezhañ.<br />
Kazetenner e voe adarre e [[1955]] e ''La Liberté du Morbihan'', ma voz lakaet da aozañ pennadoù evit bro [[an Alre]]. Betek [[1973]] e chomas kazetenner eno. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg [[Bro-Wened]], gant [[Diwan]], [[Dastum]] ha kalz a gevredigezhioù all. Bep Gwener e skrivas e bennad ''Etrezomp e brezhoneg'' betek e varv.<br /> Embannet eo bet un dastumadenn glok eus skridoù Job Jaffre er gazetenn La Liberté du Morbihan gant [[Daniel Doujet]]<ref>[http://www.ouest-france.fr/bretagne/lorient-56100/les-chroniques-de-job-jaffre-sont-parues-973473 ''29/09/2013 Lec'hienn Ouest-France Kronikennoù Job Jaffre a zo bet embannet''].</ref><ref>[http://www.letelegramme.fr/local/morbihan/lorient/ville/daniel-doujet-avec-lui-l-oeuvre-de-job-jaffre-revit-20-10-2009-617519.php ''20/10/2009 Lec'hienn Le Telegramme: Daniel Doujet. Gantañ e advev oberenn Job Jaffre''].</ref>