Leon Nemea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 44 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q199438
Reizhañ liammoù diabarzh
Linenn 1:
'''Leon Nemea''' ( Λέων της Νεμέας (Léōn tēs Neméas) e [[henc'hresianeg|gregach]]; Leo Nemaeus e [[latin]]) a oa un [[euzhvil]] drouk, ul [[leon]] spouronus, er a oa o vevañ e [[Nemea]] hervez mojennoù [[Hellaz kozh]] kozh. Lazhet e oa bet gant [[Herakles]] a-benn ar fin. Soñjal a rae ar C'hresianed e oa ur bugel da [[Tifon]] hag [[Ekidna]], met skrivet eo bet ivez e oa kouezhet eus al [[loar]] hag e oa ur bugel da [[Zeus]] ha [[Selene]]. Hervez ur vojenn all e vije bet ganet gant ar [[Kimaera|Gimaera]].
 
== Kentañ labour Herakles ==
[[Image:Mosaico Trabajos Hércules (M.A.N. Madrid) 01.jpg|thumb|[[Herakles]] o reiñ lamm da Leon Nemea. Lodenn eus ur [[marelladur (arz)|vozaikenn]] roman eus [[Lliria (Spagn)|Llíria]] ([[Spagn|Bro-Spagn]]).]]
An hini kentañ eus [[daouzek trevell Herakles]] roet d'an [[haroz]] gant e genderv ar roue [[Euristeüs]] a voe lazhañ Leon Nemea ha degas e groc'hen en-dro.
 
Spouronet e oa bro Nemea gant al leon, ha ken kalet e oa e groc'hen ma ne c'halle ket bezañ treuzet gant an armoù. Pa oa taget gant Herakles, e armoù - [[gwareg (arm)|e wareg]], ur [[penn-bazh]] graet gant un [[olivezenn (gwezenn)|olivezenn]] (en doa diframmet e-unan) hag ur [[kleze|c'hleze]] [[arem]] - a oa bet diefedus-naet. A-benn ar fin e taolas Herakles holl e armoù ha lammat a reas ouzh al leon gant e zaouarn hepken. Lazhañ a reas anezhañ odre stardañ e vrec'h en-dro da c'houzoug al loen betek e vougañ. E stummoù all eus ar vojenn e voug Herakes al loen pe e torr outañ e garvanoù.
 
Tremen a reas Herakles eurvezhioù o klask digroc'henañ al leon, hep dont a-benn. Tamm-ha-tamm e savas fulor ennañ o welet ne c'hallfe ket seveniñ e gefridi. En diwezh [[Atena]], dic'hizet, a sikouras anezhañ da veizañ e oa skilfoù al loen o-unan a oa ar benvegoù gwellañ da zispenn ar c'hroc'hen.
Linenn 11:
Hiviziken e wiskas gant ar c'hroc'hen-se da hobregon. Ken spouronet e oa ar roue [[Euristeüs]], gant doare spontus Herakles, ar c'hroc'hen dindanañ, ma'z eas da guzhat en ur jarl [[arem]] bras, ha ma tivizas difenn ouzh e genderv dont tre e kêr ha reiñ e urzhioù da Herakles dre hanterouriezh un harod.
 
Diwezhatoc'h e vo fent o welout [[Omfale]] o wiskañ ar c'hroc'hen tra ma vo Herakles o nezañ gloan.
 
==Liammoù divaez==
*[http://www.pantheon.org/articles/n/nemean_lion.html Leon Nemea]
{{Commonscat|Nemean Lion|Leon Nemea}}
 
 
 
[[Rummad:Loened brudet]]