Hippolyte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Degas '''gouriz Hippolite''' d'e genderv [[Euristeüs]] e oa an navet eus [[Daouzek trevell Herakles]]. Hennezh en devoa goulennet ar gouriz da reiñ d'e verc'h Admete.
 
En un doare eus ar vojenn e weler Hipólita, pitilh gant Herakles, o reiñ dezhañ he gouriz. En un doare all e skrap an [[haroz]] unan eus he c'hoarezed, [[MelanipaMelanippe]], hag e c'houlenn ar gouriz en eskemm, ha pa'z eo roet dezhaén e laosk ar c'hoar da vont.
Goude-se, setu Teseüs, unan eus kompagnuned Herakles, da skrapañ Antíope, ur c'hoar all da Hippolite. Hag an Amazonezed war e lerc'h. An doueez [[Hera]], enebourez veur Herakles, he deus savet ur vrud diwar-benn herakles a vije deuet da skrapañ Hippolite, rouanez an Amazonezed. Met dont a ra Teseüs ha Herakles a-benn da dec'hel gant ar gouriz hud hag Antíope. Hervez un doare all eo lazhet Hippolite gant Herakles. Evit dieubiñ Antíope, setu an Amazonezed o kouezhaén war gêr [[Aten]], met tro wenn a reont. E doareoù all eus ar vojenn e varv Antíope en emgann.
 
E doareoù zo ivez e weler [[Teseüs]] o timeziñ da Antíope pe da Hippolite, hag ur bugel dezho, anvet [[Hippolytos (mab Teseüs)]]. A-benn ar fin e timezo Teseüs da [[Fedra]], goude dilezet e wreg kentañ, nemet marvet e vefe er gwilioud. Hervez ar vojenn ma timez Teseüs da [[Hippolite]] ha ma tilez anezhi, e weler ar rouanez o kas an dorzh d'ar gêr hag o vont da eured Teseüs ha Fedra gant hec'h Amazonezed gant ar c'hoant d'o lazhaén holl. Siwazh d'ar rouanez, lazhet eo en abadenn, pe gant soudarded Teseüs pe gant an amazonenn [[Pentesilea]].