Christian VII : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==Dimeziñ ha bugale==
Dimezet e voe e 1766 d'ar briñsez alaman [[Caroline Mathilde von Hannover]] (1751-1775), [[merc'h-vihan]] da [[George II]], [[roue broBro-Saoz]], ha hi 15 vloaz. Moarvat ne ouie ket he breur, [[George III]], [[roue Bro-Saoz]] war-lerc'h o zad-kozh, e oa kollet e spered gant e vreur-kaer.
 
Dilezel e bried a rae ar roue da vont da redek [[fouzhlec'h]]ioù e gêr-benn gant ar gourtizanez [[Støvlet-Cathrine]]. Laosket en doa ar galloud etre daouarn e vedisin, ar c'hont [[Johann Friedrich Struensee]], hag a renas ur politikerezh levezonet gant mennozhioù nevez ar Sklêrijennoù. Kement-se a zisplije kaer d'an noblañsed a glaskas diskar anezhañ.