Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 54:
 
== Istor ==
[[File:Map-of-Norway-1761-Complete.jpg |thumb| Norge e 1761]]
En amzer ar [[Vikinged]] e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an [[IXvet kantved]], ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an [[Faero|Inizi Faero]], [[Island]], enezeg [[Breizh-Veur]], [[Greunland]]. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e [[1387]] hag unanet e voe ar vro gant [[Danmark]] ha [[Sveden]] en [[Unvaniezh Kalmar]]. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar er [[XVIvet kantved]] e chomas Norvegia hec’h-unan gant [[Danmark]], evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus [[Europa]] pa voe degemeret ar [[Protestantiezh|brotestantiezh]] er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus [[Europa]] war bez Sant Olaf e [[Trondheim|Nidaros]]. Goude ma voe faezhet gant [[Napoleon]] e rankas [[Danmark]] lezel Norvegia gant [[Sveden]] e [[1814]] (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel [[Greunland]], [[Island]], an [[Faero|Inizi Faero]], a chomas stag ouzh [[Danmark]]). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh [[Sveden]] nemet dre ma oa roue [[Sveden]] o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e [[1905]].