Sant-Yagu-an-Enez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
taolenn nevez
Linenn 27:
''' Sant-Yagu-an-Enez ''' a zo ur gumun eus [[Breizh]] e [[Kanton Plouvalae]] e [[departamant gall|departamant]] [[Aodoù-an-Arvor]].
== Istor ==
''Sant-Yagu-an-Enez'' a vez graet eus ar gumun e brezhoneg, ha neket ''Sant-Yagu-ar-Mor'' e-giz ar galleg, rak e-pad pell e oa un enez anezhi. Staget e voe-hi tamm-ha-tamm ouzh an douar bras, gant an traezh berniet a bep tu d'ar roudour, e bae [[Argenon]] ha hini [[Beaussais]]. E-pad pell e reas Yaguiz ''l'Isle'' (an Enez) eus o c'humun, hag el lec'hanvadurezh e chom roudoù eus ar mare-se, da skouer''le Chef de l'Isle'', ar gêriadenn e penn pellañ ar gourenez.<br />
=== XX{{vet}} kantved ===
[[Landoag]] a oa anv ar barrez a-raok donedigezh ar vreudeur [[Yagu]] ha [[Gwezhenneg]], menec'h a [[Vro-Gembre]], a ziazezas ur manati eno er {{Vvet}} kantved.<br />
E penn kentañ an {{XXvet}} kantved e oa Sant-Yagu ur porzh pesketaerezh a-bouez, evit ar [[Brezhell|brizili]] dreist-holl. E 1930 e oa an eil porzh brasañ e departamant [[Aodoù-an-Hanternoz]].
Diwar ar mor e veve tud ar gumun, hag abalamour dezho bezañ o chom en ur gourenez e oa dishañval-mat o zemz-spered diouzh an trowardroioù. Lod kontadennoù dastumet er c'horn-bro gant [[Paul Sébillot]] zo enno fentigelloù diwar-goust Yaguiz.<br />
En deiz a hiziv ez eo Sant-Yagu ul lec'h touristel e-kreiz [[Aod an Emrodez]]. [[Beg ar Cheved]], traezhenn ar Rougerais hag an [[Enez Vihan]] eo al lec'hioù muiañ-gweladennet.
 
== Monumantoù ha traoù heverk ==
== Douaroniezh ==