Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 43 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q179121 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
:*''Ar sokialouriezh en ur vro nemetken''. Da lâret eo e kred ar stalinourion ez eo posubl sevel ar sokialouriezh a vro da vro hep rankout gortoz ma vefe bet kaset da benn an dispac'h dre ar bed-holl. Ar c'hontrol-mik eo an dezenn-mañ diouzh tezenn an ''dispac'h diehan'' kelennet gant Trotski.
 
:*An dezenn hervezi e vez kreñvaet ar stourm etre ar renkadoù kevredel e-kerzh mare ar sokialouriezh. Da lâret eo eo ret kenderc'hel gant ur bolitikerezh dispac'hel keit ha m'emeur o sevel ar sokialouriezh en ur vro bennaket hag a-raok tizout live ar [[komunouriezh|gomunouriezh]] er bed-holl.
 
Kenderc'hel war al labour bet boulc'het gantañ gant Lenin a reas Stalin o ledanaat ha kreñvaat ar bolitikerezh kreizenniñ en [[Unaniezh Soviedel]] er bloavezhioù 201920 ha 301930. Lakaat a reas ivez e pleustr daou steuñv pempbloaziek ha a-drugarez dezhe ez eas armerzh ar vro war gresk un un doare buan-tre, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an [[houarn]] hag ar [[glaou]].
 
Dindan beli Stalin e ranker anzav e voe tapet ul live armerzhel ha skiantel kevatal da hini broioù diorroet Europa gant an Unaniezh Soviedel dindan 30 vloaz, o c'hoût e oa anezhi ur vro gladdalc'het penn-da-benn da vare an Dispac'h.
 
Da heul berzh an Dispac'h e Rusia, a-hed an {{XXvet kantved}} meur a hini dre ar bed a sellas war-du ar pezh a veze graet en [[Unaniezh Soviedel]] evit gwelet penaos e c'hellfe bezañ lakaat e pleustr ur sistem politikel hag armerzhel heñvel en o bro-i. Evel-se e oa bet savet muioc'h-mui a renad sokialour dre ar bed-holl diazezet war al [[leninouriezh]] da gentañ ha war ar [[stalinouriezh]] war-lerc'h.
 
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
Linenn 31:
 
==Gwelet ivez==
 
:*[[Maoouriezh]]
:*[[Marksouriezh-leninouriezh]]
:*[[Enver Hoxha]]
 
 
==Liammoù diavaez:==
 
*[http://www.marxists.org/reference/archive/stalin/index.htm] Oberennoù Stalin
*[http://www.plp.org/books/Stalin/book.htmlAnother] Ul levr o tifenn Stalin gant Ludo Martens (e saozneg)