Stalinouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adlakaat ger reizh a oa aze abaoe an deroù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
Goude marv Stalin e 1953 e voe lakaet e penn ar Strollad Komunour [[Nikita C'hrouchtchov]] hag a grogas da nac'hañ linenn bolitikel Stalin, o burutellañ anezhañ ez-foran e XXvet Kendael ar Strollad bet dalc'het e 1956. Kregiñ a reas neuze da ''distalinikaat'' ar vro ha da gas da benn ur bolitikerezh dehour.
 
Dre ar bed a-bezh, neuze, an darn vrasañ eus ar strolladoù komunour bet feal da bolitikerezh Stalin a chomas feal ivez d'an [[Unaniezh Soviedel]] dindan beli C'hrouchtchofhrouchtchov o vont war hent an [[eurogomunouriezh]] hag o leuskel war lerc'h diazennoù ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]].
 
[[Republik Poblek Sina]] avat a savas a-nep da bolitikerezh [[enep-adwelouriezh|adwelour]] o kenderc'hel da zifenn ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] hervez an doare ma oa bet diorroet ha lakaet e pleustr gant Stalin. Pa voe lakaet ar [[maoouriezh|vaoouriezh]] da ideologiezh ofisiel [[Sina]] e lec'h ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]]-rik e savas [[Enver Hoxha]] a-enep dezhañ. Ur [[renad]] stalinour-rik e oa hini [[Albania]] neuze.