Thomas Müntzer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Thomas Müntzer''', '''Münzer''', Muntzer pe Munzer ('''Muncerus''' e latin), bet ganete [[1489]] pe [[1490]]) e [[Stolberg]] aet da Anaon d'an [[27 a viz Mae]] [[1525]] e [[Mülhausen]], oa ur prezegenner ha teologour [[Alaman]] eus penn kentañ an [[Adreizhadur]] (pe [[Disivoud-Meur]]). E enebiezh kement ouzh Luther hag ouzh an Iliz Katolik a gazas anezhañ da enebiñ ouzh ar galloud gladdalc'hel a oa c'hoazh o ren e kreiz [[Bro-Alamagn]]. Unan eus an adaozerien grenn oa. Bez e voe unan eus levierien [[Brezel ar Gouerien]] e [[1525]]. Tapet e voe en emgann [[Frankenhausen]], jahinet ha lazhet.
 
N'eus ket kalz eus levierien an Aodazur en Alamagn heg o defe savet kement a zael betek an deiz a hiziv.[1] Ur bersonelezh dibar ha luziet, gwelet evel unan eus tud pouezus penn kentañ an adaozadur en Alamagn met evel unan eus dispac'hourien bouezus istor Europa [2]. Kazi holl an istorourien a-vremañ a bouez war ar fed n'heller kompren e obererezh dispac'her nemet dre e deologiezh : krediñ a rae Müntzer e oa tost fin ar bed hag e oa un dever evit ar gredourien wirion sikour Doue evit ma teufe buanoc'h ur prantad nevez eus istor ar bed. [3] En istor ar brotestantiezh en deus degaset traoù a-bouez e-keñver liderezh ha devarnerezh ar [[Bibl]] ha ne vezont ket barnet hervez o zalvoudegezh peurliesañ.