Aquarela do Brasil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Brudet-kenañ eo ar ganaouenn-mañ dre ar bed ken ma kred tud zo ez eo ''Brazil'' an anv anezhi. Kanet e oa bet evit ar wech kentañ gant ar ganerez vrazilian [[Aracy Cortes]] d'an [[10 a viz Mezheven]] [[1939]] a-raok bezañ enrollet gant [[Francisco Alves]] e miz Eost.
 
N'haller ket lavaret e reas berzh '''''Aquarela do Brasil''''' diouzhtu ha ret e voe gortoz betek [[1942]] ma voe graet ganti e ''[[Saludos Amigos]]'', ur film bevaat savet gant [[The Walt Disney Company|Walt Disney Company]]. Abaoe eo bet enrollet gant meur a arzour, [[Paul Anka]], [[Arcade Fire]], [[Chet Atkins]], [[Banda Eletrica]], [[Harry Belafonte]], [[Kate Bush]] ha [[Michael Kamen]], [[Erasmo Carlos]], [[Ray Conniff]], [[Chick Corea]] ha [[Béla Fleck]], [[Cornelius]], [[Gal Costa]], [[Bing Crosby]], [[Xavier Cugat]], [[Martinho da Vila]], [[Plácido Domingo]], [[João Gilberto]], [[Caetano Veloso]] ha [[Gilberto Gil]], [[Antônio Carlos Jobim]], [[Ney Matogrosso]], [[Geoff Muldaur]], [[Pink Martini]], [[Daniela Mercury]], [[Elis Regina]], [[Django Reinhardt]], [[Simone]], [[Frank Sinatra]], [[Tav Falco's Panther Burns]], [[The Ritchie Family]], [[The Shadows]], [[Vengaboys]], [[Dionne Warwick]] ene-touez otud zouezall.
 
E [[1985]] ec'he voe implijasimplijet anezhigant [[Terry Gilliam]] eviten e ar film ''[[Brazil (film)|Brazil]]'' a oa bet sevenet gantañ ; kanet e oa bet neuze gant ar [[kaner-sonaozer|c'haner-sonaozer]] stadudanat Geoff Muldaur.
 
==Tabutoù==
Merkañ a reas '''''Aquarela do Brasil''''' donedigezh ul luskad nevez a voe graet [[Samba-exaltação|samba-exaltação]] anezhañ. En abeg ma oa hemañ brogar-meurbet e savas diskred war Ary Barroso o tamall dezhañ reiñ pour da c'houarnamant [[Getúlio Vargas]].
 
Rebechet e voe d'an oberour ivez ober gant termenoù dianav-mat d'an darn vrasañ eus ar selaouerien, evel ''inzoneiro'' (gwidreüs), ''merencória'' (melkoni(us)) pe ''trigueiro'' (damzu) c'hoazh. Lod all a gave dezhe e oa stambouc'hus betek re frazennoù evel ''Meu Brasil brasileiro'' (Ma Brazil brazilian), ''esse coqueiro que dá coco'' (ar wezenn-goko-mañ a zeuro kraoñ-koko diouti) : ober a reas Ary Barroso d'an tan mervel o respont e oa barzhoniezh ha netra ken all.
 
==Ar gerioù==