Arabeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
 
Lod eus implijerien ar stummoù yezh komzet a c’hall kompren implijerien stummoù yezh all, ken dre gomz, ken dre skrid, hag eus hollad ar stummoù komzet-se e c’haller ober un [[Dachsprache]]. E-keñver yezhoniezh e c’hallfed sellet outo evel yezhoù disheñvel, met alies e reer anezho ur [[bloc’had rannyezhoù kar]], evit abegoù politikel ha relijiel.<ref>[http://www.axl.cefan.ulaval.ca/Langues/2vital_inter_arabe.htm "L’arabe", e ''L’aménagement linguistique dans le monde'', Université Laval, Kebek] </ref> Ma seller outo evel yezhoù disheñvel, n’eo ket aes lavaret pet yezh a zo, dre ma ya an hollad-se d’ober ur heuliad hep bevennoù resis. Ma seller ouzh an arabeg evel ur yezh unvan, e c'haller lavaret e vez komzet gant 420 milion a dud (tud hag a gomz arabeg evel yezh kentañ pe evel eil yezh),<ref>[http://www.unesco.org/new/en/unesco/events/prizes-and-celebrations/celebrations/international-days/world-arabic-language-day/ ''World Arabic Language Day'', UNESCO]</ref> ar pezh a dalvez e vefe ar bempvet yezh vrasañ er bed, a-fet niver a gomzerien.
Ma seller ouzh ar seurtoù arabeg evel yezhoù disheñvel, ez eo [[arabeg Egipt|arabeg Ejipt]] a vez komzet ar muiañ, gant 55 milion a gomzerien.<ref>[http://www.ethnologue.com/language/arz Ethnologue]</ref> Yezh al lidoù eo an arabeg ivez evit an holl [[Islam|vuzulmiz]], 1,6 miliard anezho anezho.<ref name="pewmuslim4">{{cite web |url=http://www.pewforum.org/2011/01/27/the-future-of-the-global-muslim-population |title=Executive Summary |work=The Future of the Global Muslim Population |publisher=Pew Research Center |accessdate=12 Genver 2015}}</ref> Bez’ ez eo ivez unan eus ar c'hwec'h [[yezh ofisiel]] a zo en [[Aozadur ar Broadoù Unanet]].<ref>{{cite web|url=http://www.un.org/en/sections/about-un/official-languages/ |title=UN Official languages |publisher=Un.org |accessdate=12 Genver 2016}}</ref>
 
Ar yezh skrivet unvan a zo bremañ ([[arabeg unvan]]) zo deveret eus yezh ar [[Koran|C’horan]], hag a reer [[arabeg klasel]] anezhi. Kelennet e vez er skolioù hag er skolioù-meur, er broioù arabek koulz hag er broioù all dre ar bed. Implijet e vez gant ar gouarnamantoù, gant ar mediaoù hag e bed al labour, betek ur poent. Eus an arabeg unvan hag eus an arabeg klasel e reer arabeg lennegel. Ar yezh-se zo yezh ofisiel e 26 stad ha yezh al lidoù eo evit an [[Islam]]. Dre vras eo heñvel an arabeg unvan modern ouzh arabeg klasel ar C’horan. Evit reolennoù yezhadur zo eo bet eeunaet avat hag emdroet eo ar c’heriaoueg ivez, evit gallout talañ ouzh ezhommoù ar bed modern.