Arabeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
Skrivet e vez an arabeg gant al [[lizherenneg arabek]], hag a zo un [[abjad]], skrivet a zehoù da gleiz. A-wechoù e skriver ar [[yezhoù arabek|rannyezhoù komzet]] gant al [[lizherenneg latin]], a gleiz da zehoù, met n’eus ket reolennoù unvan evit se.
 
Meur a yezh eus ar bed zo bet levezonet gant an arabeg a-hed an istor. E-touez ar re a zo bet levezonet ar muiañ emañ ar [[perseg]] (pe farsi), an [[ourdoueg]], ar [[yezhoù kurdekkurdeg|c’hurdeg]], ar [[somalieg]], ar [[swahileg]], an [[turkeg]] (a-raok ar bloavezhioù 1920 dreist-holl), ar [[Kazakeg|c'hazakeg]], ar [[banglaeg]], an [[hindieg]], ar [[malayeg]], an [[indonezeg]], ar [[pachtoueg]], ar [[pandjabeg]], an [[tagalogeg]], an [[haousaeg]]. Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e oa an arabeg ur yezh a bouez war tachennoù evel ar skiant, ar matematik pe ar brederouriezh. Abalamour da se e oa bet [[Amprest (yezhoniezh)|amprestet]] un toullad gerioù arabek gant yezhoù Europa en amzer-hont. Levezon an arabeg a weler, er c’heriaoueg dreist-holl, e lod eus ar yezhoù romanek evel ar [[spagnoleg]], ar [[katalaneg|c’hatalaneg]], ar [[portugaleg]], ar [[galizeg]], ar [[sikilianeg]], abalamour d’an tost ma oa broioù kreisteiz Europa ouzh ar broioù arabek hag abalamour ma voe aloubet ar broioù-se gant muzulmiz e-pad meur a gantved, dreist-holl en [[al-Andalus]].
 
An arabeg ivez en deus amprestet gerioù digant yezhoù all, evel an [[hebraeg]], an [[arameeg]], ar [[gresianeg]], ar [[perseg]] hag ar [[sirieg]], da gentañ, ar [[yezhoù kurdekkurdeg|c’hurdeg]] hag an [[turkeg]], er Grennamzer, ha yezhoù kornôg Europa, en amzer vremañ, dreist-holl ar [[saozneg]] hag ar [[galleg]].
 
==Notennoù==