Gres (bro) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 51:
| '''Kod war ar Genrouedad'''||.gr
|}
'''Gres''', pe c'hoazh '''Hellaz''' ([[henc'hresianeg|gregach]]: 'Ελλάς, ''Hellás'' {{IPA|[he̞ˈllas]}} Ελλάδα; [[gresianeg]] a-vremañ: ''Elládha'' {{IPA|[e̞ˈlaða]}}) a zo ur [[riez]] e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo '''Republik Hellenek''' (e [[gresianeg]]: Ελληνική Δημοκρατία ''Ellīnikī́ Dīmokratía'', {{IPA|[eliniˈci ðimokraˈtia]}}). E penn [[Balkanioù|ledenez ar Balkanioù]] emañ-hi. E tu an [[Norzh]] he deus harzoù douarel gant [[Bulgaria]], ar [[Bet-Republik Yougoslaviat Makedonia]] hag [[Albania]], ha gant [[Turkia]] e tu ar Reter. En em ledañ a ra [[Mor Egaios]] a-hed aodoù ar [[reter]] hag ar [[Mor Kreizdouar]] a-hed aodoù ar [[gevred]] p'emañ [[Mor Ionia]] er [[mervent]] hag er [[Kornôg|c'hornôg]]. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a [[enezeg]], a vez kavet er c'hornôg hag er reter.
Evel kavell [[Sevenadur ar C'hornôg]] e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an [[Henc'hres]] (eus war-dro 900 vloaz kent Jezuz-Krist betek 200 vloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an [[demokratelezh]]. Ken pinvidik eo bet [[Istor Gres|istor]] ha sevenadur Bro-C'hres m'he deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en [[Azia]] hag en [[Afrika]] ivez.