The Byrds : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''The Byrds''' zo anv ur strollad sonerien stadunanat hag a oa bet krouet e [[1964]] e [[Los Angeles]]. Er penn kentañ e oa bet savet ar strollad ''The Jet Set'' gant an tri soner folk [[Gene Clark]], [[David Crosby]] ha [[Jim McGuinn]], an holl anezhe levezonet-mat gant tonioù [[The Beatles]] ha [[Bob Dylan]] d'an ampoent. Degemeret e voe ar soner taboulin [[Michael Clarke]] gante e-kreiz [[1964]] kement hag ar soner mandolinenn [[Chris Hillman]] e miz Here. N'eo nemet e dibenn miz Du 1964 ma oa kemmet anv ar strollad e '''The Byrds''' da vat.
 
E-touez ar bern kanaouennoù a oa bet enrollet gant '''The Byrds''' n'haller ket tremen hep menegiñ ''Mr. Tambourine Man'' (savet gant [[Bob Dylan]]) na ''[[Turn! Turn! Turn!]]'' (savet gant [[Pete Seeger]]).
 
==Pennadoù kar==
* [[The Bells of Rhymney]], bet kanet gant [[The Byrds]].
* [[Turn! Turn! Turn!]]
 
== Liamm diavaez ==