Div yezh Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 35:
 
Pal ar gevredigezh zo difenn ar skolidi a fell dezho deskiñ brezhoneg, sevenadur Breizh, a zesk ha a venn deskiñ dre ar brezhoneg. Difenn a ra eta koulz ar brezhoneg war zibab hag an hentadoù dre soubidigezh (d.l.e ma vez kelennet un danvez anyezhel dre ar yezh vro) er skolioù, skolajoù ha liseoù publik. Ar pal kentañ avat zo e c'hallfe kement skoliad zo e Breizh bezañ skoliataet en un hentad divyezhek er skol bublik. Saveteiñ ar brezhoneg eo uhelvennad ar politikerezh-se, hag evit tizhout ar pal-se e rank deskiñ ar yezh bezañ graet gant ar muiañ a vugale hag an abretañ ar gwellañ. Talvoudegezh ha splet ur bedagogiezh disheñvel, diazezet war an divyezhegezh zo ivez arguzennoù a vez brudet ha difennet gant tud ar skolidi.
 
Er muiañ a diez-skol ar gwellañ e venn div yezh Breizh digeriñ hentadoù divyezhek. Pa vez tu e kav gwelloc'h e kenvevfe an hentadoù unyezhek/divyezhek. Kement-se evit ma c'hallfe bezañ en tiez-skol nesañ da dud ar vugale. Teir skol zo, koulskoude, hag a zo divyezhek penn-da-benn e Sant-Riwal, e Pabu hag e Lannuon.
 
== Oberoù ==
Betek 2010 he deus ambrouget tud ar vugale hag an tiez-kêr evit digeriñ hentadoù nevez. E kefridi Ofis publik ar brezhoneg emañ al labour-se bremañ. Delc'her a ra div yezh Breizh da vrudañ an deskadurezh divyezhek. Harpañ a ra an teuliadoù digeriñ hentadoù divyezhek nevez hag ar goulennoù postoù ouzhpenn graet gant ar gerent. Ezel eo ar gevredigezh eus [[KAYR]] (Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro) hag engwiriet eo evel kevredigezh tud skolidi gant an Deskadurezh Stad.
Betek 2010 he deus ambrouget tud ar vugale hag an tiez-kêr evit digeriñ hentadoù nevez.
 
Aozañ a ra pe kemer a ra perzh e manifestadegoù evit ar [[brezhoneg]] pe evit difenn an deskadurezh publik. Aozañ a ra kendivizoù pe prezegennoù evit brudañ an divyezhegezh abred hag an divyezhegezh dre vras. Gant ar c'hevredigezhioù lec'hel ezel eus div yezh Breizh e vez aozet festoù-noz, festoù-deiz, predoù... evit dastum arc'hant evit ar raktresoù pedagogel e-touez traoù all.
 
== Diaesterioù ==
Ne ziorro ket ar c'hlasoù divyezhek ken buan ha ma youlfe ar gevredigezh. An diaesterioù pennañ zo:
* nac'hidigezh digeriñ hentadoù nevez gant an ensellerezhioù akademiezh, diouer a gelennerien;
* an aozioù kelenn (re a skolidi er c'hlasoù, diaesterioù erlec'hiañ...);
* tiez-kêr a-enep un hentad en o c'humun, a nac'h enskrivañ bugale eus kumunioù all;
* ar skipailhoù kelenn na vennont ket gwelet un hentad divyezhek en o skol.
 
== Kenlabour ==
Evit kas he labour war-raok e c'hall div yezh Breizh kenlabourat gant:
* kevelerien an deskadurezh divyezhek (ar gevredigezh [[Dihun Breizh]], ar skolioù [[Diwan]], unvaniezh ar gelennerien brezhoneg ([[Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg|UGB]]). Strollet int er bodad kelenn e-ser [[Kevre Breizh]]),
* kevelerien ar skol bublik ([[FCPE]], disklêriet bezañ a-du gant an deskadurezh divyezhek da-geñver o c'hendalc'h broadel e Pessac e 2000),
* sindikadoù ar gelennerien ([[FSU]], [[SGEN]] a zo e-barzh KAYR),
* Ofis publik ar brezhoneg,
* ar c'hevredigezhioù sevenadurel,
* an ensavadurioù (tiez-kêr, strollegezhioù tiriadel, deskadurezh stad...).
 
== FLAREP, ar c'hendivioù ==
Ezel eus ar FLAREP eo (Kengevredigezh evit ar yezhoù rannvro en deskadurezh publik) a zo strollet enni ar c'hevredigezhioù pe gengevredigezhioù tud skolidi pe kelennerien pennañ hag a labour evit diorren ar c'helenn divyezhek galleg-yezh vro e servij publik an deskadurezh. Dalc'het e vez ar c'hendiviz bep bloaz e dibenn miz Here en ul lec'h disheñvel eus Bro-C'hall ma'z eus hentadoù divyezhek. E Breizh e vez aozet gant div yezh Breizh bep 6 pe 8 vloaz. An hini diwezhañ zo bet e Breizh a oa e 2012 e Plistin e Maner Kerallig.
{| class="wikitable"
!Kendivizoù FLAREP
e Breizh
!Lec'h
!Bloavezh
!Dodenn
|-
|4re
|Douarnenez (Penn-ar-Bed)
|1990
|
|-
|10vet
|Rostrenenn (Aodoù-an-Arvor)
|1996
|Ar bugel divyezhek en e endro
|-
|17vet
|Plañvour (Mor-Bihan)
|2003
|Petra eo ur politikerezh yezh hollek
|-
|26vet
|Plistin
|2012
|Pa zistrob ar skol an teodoù/yezhoù
|}
 
== Merkoù a enor ==
Bet he deus div yezh Breizh ar priz kentañ da-geñver "[[Prizioù]]" Frañs 3 d'an 10 a viz Kerzu e Douarnenez er rummad ''Brezhoneger ar bloaz'' (rampo gant [[Stumdi]]).
 
Colloques FLAREP
 
en BretagneLieuDateThème<abbr>4<sup>e</sup></abbr>Douarnenez (Finistère)octobre 1990<abbr>10<sup>e</sup></abbr>Rostrenen (Côtes D'Armor)les 26 et 27 octobre 1996L'enfant bilingue dans son environnement<abbr>17<sup>e</sup></abbr>Centre Amzer Nevez - Plœmeur (Morbihan)du 25 au 27 octobre 2003Qu'est-ce qu'une politique linguistique globale ?<abbr>26<sup>e</sup></abbr>Plestin les Grèves (Côtes d’Armor)27 28 29 octobre 2012Quand l’école délie les langues
 
== Liamm diavaez ==