Rusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhañ liamm diabarzh
Arko (kaozeal | degasadennoù)
astenn an istor hag ar politikerezh
Linenn 50:
War daou gevandir en em astenn: [[Europa]] hag [[Azia]], war ouzhpenn 9000 kilometrad eus [[Kaliningrad]] betek [[Vladivostok]]. Unnek [[rann-eur]] he deus. Tro-dro da Rusia emañ [[Norvegia]], [[Finland]], [[Estonia]], [[Latvia]], [[Belarus]], [[Lituania]], [[Polonia]], [[Ukraina]], [[Jorjia]], [[Azerbaidjan]], [[Kazac'hstan|Kazakstan]], [[Sina]], [[Mongolia]] ha [[Norzhkorea|Republik Demokratel ha Poblel Korea]]. Skeiñ a ra he aodoù war [[Meurvor Arktika]], ar [[Meurvor Habask]], ar [[Mor Baltel]], ar [[Mor Du]], [[Mor Kaspia]], ar [[Mor Gwenn]], [[Mor Barents]], [[Mor Kara]], [[Mor Laptev]], [[Mor Siberia]], [[Mor Okhotsk]], [[Mor Bering]], ha [[Mor Japan]].
 
Goude [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]] bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un [[ekonomiezh varc'had]] gant ur renad parlamantalparlamantel liesek. [[Vladimir Poutin]] eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar [[BRICS]] skoaz-ouzh-skoaz gant [[Sina]], [[Brazil]], [[India]] ha [[Suafrika]].
 
== Istor ==
''Pennadoù dre ar munud : [[Istor Rusia]]''
 
Kregiñ a ra istor Rusia e [[862]] pa eo savet [[Priñselezh Kiev]] gant ar [[Vikinged]] war tiriad a vremañ Bro-Ukraina, Bro-Velarus hag ul lodenn eus Rusia ar c'hôrnog. Andreiñ a ra [[Vladimir 1añ]] ouzh ar [[gristeniezh reizhkredenn]] e [[988]]. Disrannañ a ra priñselezh Kiev tamm ha tamm abalamour da argadennoù pobloù kantreat ar stepennoù ha da gudennoù urvadur etre diskennidi Vladimir. Ur pempzek priñselezh bennak a zo savet, en o zouez [[Priñselezh-veur Moskou|hini Moskou]] e [[1276]]. Aloubet int gant ar C'hKhan [[Batou]], mab bihan [[Gengis Khan]]. Adunvanet int a-nebeudoù etre an XIIIvet hag an XVIvet kantved.
 
Kregiñ a ra tiernac'h ar Romanov e 1613. En em astenn a ra Rusia d'ar reter. Tizhet eo ar Meurvor Habask e 1640. Ergerzhet eo bro [[Strizh-mor Bering]] hag [[Alaska]] er bloavezhioù 1740.
War-lerc'h [[Dispac'h rusian 1905|un dispac'h kentañ e 1905]] e tarzh [[Dispac'h miz C'hwevrer]] e 1917 ha dont a ra Rusia da vezañ ur Republik. Krouet e [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]] e 1922. Fontañ a ra an URSS e 1991. Krouet eo [[Kevread Rusia]], [[Boris Yeltsin]] en e fenn. Adalek 2000 emañ ar prezidant [[Vladimir Poutin]] e penn ar jeu.
 
Gwelout ivez :
* [[RSKS Rusia]]
Linenn 60 ⟶ 66:
== Politikerezh ==
 
Ur Republik kevreadeleo Bro-Rusia. Setu penaos eo aozet :
* Republik kevreadel.
* [[Prezidant Rusia|PennPrezidant ar Stad]] (: dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ) : ([[Vladimir Poutin]] abaoe 2012;, c'hoazh e oa bet etre [[1999]] ha 2008). Ret eo kaout tri c'hard eus mouezhioù an Douma evit digargañ anezhañ.
* Prezidant ar gouarnamant ([[Dimitri Medvedev]]).
* Ar galloud lezennel zo gant ar Vodadeg kevreadel a zo 2 gambr dezhi :
** An [[Douma]] : 450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloaz.
** [[Kuzul ar C’hevread]] : 178 dileuriad Sujidi ar C’hevread (strollegezhioù lec’hel).
E dilennadegoù diwezhañ an Douma e 2011 e oa aet ar plas kentañ da [[Rusia unanet]], strollad prezidant Vladimir Poutin (238 sez). Aet e oa 92 sez gant [[Strollad komunour Kevredad Rusia]], 64 gant [[Rusia reizh]] ha 56 gant [[Strollad Frankizour-Demokratel Rusia]].
 
== Rannoù melestradurel ==