Katelin Siena : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
degaset an danvez
Linenn 3:
'''Caterina Benincasa''', anavezetoc'h evel '''Caterina da Siena''', pe '''Katelin Siena''' e brezhoneg, pe '''Santez Katell''', ganet e kêr [[Siena]], en [[Toskana]], en [[Italia]], d'ar 25 a viz Meurzh 1347, ha marvet e [[Roma]] d'an 29 a viz Ebrel 1380, a oa ul [[leanez]] italian, anvet da santez e 1461. Santez Siena, hag Europa eo, ha hini ar gelaouennerien.
 
Savet he deus oberennoù a zoueoniezh
 
Ezel e oa eus trede urzh [[Sant Dominig]]. Difennourez ar babiezh eo bet a-hed he buhez da vare Skism Meur ar C'hornôg (1378-1417).
 
 
Levezon he deus bet war ar bibien [[Gregor XI]] hag [[Urban VI]]. Meur a wech eo bet kannadez evit kêr [[Firenze]] pe evit ar Pab.
 
Savet he deus oberennoù a zoueoniezh ha skridoù kevrinek hag o deus bet ul levezon vras war an deologiezh. Gwelet int evel pennoberennoù eus lennegezh italianek ar mare.
 
==He marv==
Aet eo da Anaon e Roma d'ar [[29 a viz Ebrel]] [[1380]]. Lakaet eo bet da santez e 1461. Maeronez ar gelaouennerien ha tud ar mediaoù eo. Lidet e vez gouel santez Katelin Siena d'an 29 a viz Ebrel.
Anvet eo bet da vaeronez kêr Roma e [[1866]] gant [[Pi IX]], ha da vaeronez Italia e [[1939]] gant [[Pi XII]]
Laket eo bet da "zoktor an Iliz" e [[1970]] gant [[Paol VI]], war un dro gant [[Tereza a Avila]]. Anvet eo bet da vaeronez Europa gant [[Yann-Baol II]] e [[1999]].
 
===Oberennoù===
Dezrevell a rae hec'h oberennoù rak ne ouie ket skrivañ. Miret ez eus bet 381 lizher (d'ar Pab peurgetket), 26 pedenn hag hec'h oberenn veur an Diviz (Dialogo della Provvidenza ovvero Libro della divina dottrina)
 
[[Rummad:Sentezed Italia]]