Kentañ brezel karib : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''C'hentañ brezel karib''' (1769-1773) zo un dalc'h-brezel entre Indianed karib [[Enez Sant Visant]] (hiriv e [[Sant Visant hag an Inizi Granadinas]]) hag an [[Impalaeriezh vreizhveuriat]] hag a c'hoarvezas da vare an trevadenniñ breizhveuriat er [[Mor Karib]]. E penn an armeig karib e oa ar morian [[Joseph Chatoyer]]. Ar Garibed a zalc'he kreiz an enez, ma oa an douaroù gwellañ, ha ne felle ket dezho gwerzhañ douar d'ar Saozon. Ar re-se a savas konnar enne hag a gasas un arme e 1772 en sell da gas an holl Garibed kuit eus an enez. Met ar Saozon n'anavezent ket an enez hag en em zifenn mat a reas ar Garibed er menez, ouzhpenn enebiezh e Londrez ouzh an taol-brezel-se a lakaas an abadenn da bouez. Peoc'h a voe sinet e 1773 ha lakaet e voe harzoù etre an douaroù karib hag ar re saoz.
 
==Heuliadoù==