Jakob Hutter : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3:
==E vuhez==
Ganet eo bet Hutter e Moos e-kichen [[
Kejañ a reas gant [[advadezour|advadezourien]] evit ar wech kentañ e [[Klagenfurt]] ha buan e voe kendrec'het gant o c'helennadurezh. Kregiñ a reas da brezeg en Tirol, o krouiñ un toullad kumuniezhioù bihan.
E penn kentañ [[1529]] e krogas pennadurezhioù Tirol da heskinañ an advadezourien. Mont a reas Hutter hag un nebeud re all da [[Moravia|Voravia]] peogwir o doa klevet ne oa ket ken garv an heskinerezh eno. Kavout a rejont e oa gwelloc'h ar saviad hag advadezourien Tirol a zivizas divroañ. Tra ma yeas Strolladoù d'ober o annez e Moravia, e vanas Hutter e Tirol evit bleniañ ar re a oa chomet.
Ne voe ket tapet Hutter gant ar pennadurezhioù peogwir ne lavaras netra an advadezourien bet paket diwar-benn e zoareoù zoken goude bezañ bet jahinet garv.
Embann a reas [[Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel|Ferdinand Iañ]], Impalaer Roman Santel hag arc'hdug [[Aostria]] e [[1527]] ne vefe damasantet da sektenn disivouder ebet.
Tec'hout a reas Hutter da Voravia pa voe an heskinerezh enep an advadezourien e Tirolen e washañ e [[1533]]. Kalzik advadezourien all eus [[Pfalz]], [[Schwaben]] ha [[Silezia]] a zeus d'ober o annez e Moravia ivez.
Hutter a unvanas ar c'humuniezhioù advadezour o reiñ tro d'an advadezouriezh da ziorren a Moravia. Leviet gant Hutter e tibabas un darn eus ar c'humuniezhioù lakaat o madoù e boutin hervez doareoù ar gristenien gentañ ouzhpenn o c'hredenn advadezour en nann-feulster hag e badeziant an dud deuet.
E 1535 gouarnamant Moravia a argasas an holl advadezourien diouzh ar vro. Strewiañ a rejont er broioù tro-dro.
Distreiñ a reas Hutter da Dirol,ma voe harzet d'an [[30 a viz Du]] [[1535]] e [[Klausen]] ha kaset da greñvlec'h [[Castle Bronzolo]]. D'an [[9 a viz Kerzu]] e voe kaset da [[Innsbruck]] ma voe aterset ha bountet da zinac'h e gredenn. Daoust dezhañ bezañ bet jahinet garv ne zinac'has ket ha ne roas anv advadezour all ebet. Kondaonet e voe da vezañ devet. Mervel a reas d'an [[25 a viz C'hwevrer]] [[1536]] war arbuched e [[Innsbruck]] e-tal ar [[Goldeenes Dachl]]. [[File:IA GoldenesDachl-A.jpg|thumb|Goldenes Dachl (''Toenn Alaouret'') en Innsbruck, Aostria]]
Hervez Kronikenn an Hutteridi e vefe bet lazhet 360 advadezour en holl en Tirol.
Kavet a reer kelennadurezh Hutter en eizh lizher bet skrivet da vareoù a heskinerezh garv.
==Film==
''Jakob Hutter und die Hutterer, Märtyrer des Glaubens'', teulfilm, 82munutenn , Aostria, 2004, gant Thomas F. J. Lederer, produet gant Louis Holzer, Taura Film
==Levrlennadur==
*{en}''The Chronicle of the Hutterian Brethren'' ([[Plough Publishing House]] 1987)
*{en} ''Brotherly Faithfulness: Epistles from a Time of Persecution'' (Plough Publishing House 1979)
*{en}''Hutterite Beginnings: Communitarian Experiments during the Reformation'' gant [[Werner O. Packull]], The [[Johns Hopkins University Press]], 1995
* Friedrich Wilhelm Bautz: Huter, Jakob. In: Biographisch-Bibliographisches Kirchenlexikon (BBKL). Band 2, Bautz, Hamm 1990, ISBN 3-88309-032-8, pp. 1218–1221.
*Carl Adolph Cornelius: Huter, Jakob. In: Allgemeine Deutsche Biographie (ADB). Band 13, Duncker & Humblot, Leipzig 1881, p. 460.
*Grete Mecenseffy: Huter, Jakob. In: Neue Deutsche Biographie (NDB). Band 10, Duncker & Humblot, Berlin 1974, ISBN 3-428-00191-5.
*{en}Claus-Peter Clasen: The anabaptists in south and central Germany, Switzerland, and Austria – their names, occupations, places of residence and dates of conversion, 1525–1618. Mennonite Historical Society, Goshen, Ind. 1978, ISBN 0-8357-0324-X.
*Georg Loesche: Archivalische Beiträge zur Geschichte des Täufertums und des Protestantismus in Tirol und Vorarlberg (Jahrbuch für die Geschichte des Protestantismus in Österreich 47). Evangel. Presseverband in Österreich, Wien 1926.
*Christoph Hartung von Hartungen, Günther Pallaver (Hrsg.): Die Täuferbewegung. Zum 450. Todestag des Begründers der "Hutterer" Jakob Huter (1536–1986). Gaismair-Tage 1986. Praxis 3, Bozen 1989.
*Werner O. Packull: Die Hutterer in Tirol – frühes Täufertum in der Schweiz, Tirol und Mähren (= Schlern-Schriften. 312). Wagner, Innsbruck 2000, ISBN 3-7030-0351-0.
[[Rummad:Protestanted]]
|