Riwal Huon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D reizhañ ur c'hemmadur bennak
Linenn 6:
 
===Yaouankiz ha studioù===
Ganet eo Riwal Huon e [[Brest]] e-lec’h en deus bevet ugent vloaz kentañ e vuhez. Eno eo en deus tapet e vachelouriezh. Goude se ez eo aet da Roazhon da heuilh studioù war ar saozneg ha bet en deus e zesteni-studi [[DEUG]] war ar yezh-se, an “[[Diplôme d’Etudes Universitaires Générales]]”. Ne oa ket gwall droet gant ar studioù d’ar c’houlz-se hag aet eo da zeskiñ bezañ ebenour da [[Landerne]]. Diwar neuze, tapet e [[CAP]] gantañ pe ar “[[Certificat d’Aptitude Professionnel]]” ez eo aet da labourat da [[Kreiz-Breizh|Greiz-Breizh]], d’ar [[Poc'hêr]], da vro GaraezKaraez. Eno e kavas labour, en em stalias war e gont e-unan, e timezas hag e tiazezas ur familh vihan a vrezhonegerien. Eno emañ c’hoazh o vevañ. Er bloavezhioù ’80 pa ‘n em stalias e komze an holl dud pe dost brezhoneg e bro GaraezKaraez, dreist-holl war ar maez.
 
===Oberennoù lennegel hag oberennoù all===
Linenn 16:
=====Ar skrivañ=====
Tri bloaz eo bet o skrivañ ar romant ''Ar Marc'h Glas''.
Klasket en deus reiñ liv d’e vrezhoneg, liv brezhoneg bro GaraezKaraez, ha dre se diskouez an diforc’hioù a c’hell bezañ etre ar brezhoneg evel ma veze komzet gwechall war ar maez hag ar brezhoneg a vez komzet bremañ e kêr. Neuze e krog an danevelliñ en un doare gorrek pe difonn a-walc'h hag a feur ma tremen an amzer, a feur ma teu an istor da vezañ muioc'h eus kêr, ez a ar skrid war-raok da heul an darvoudoù fonnusoc'h-fonnusañ. Digor ec'h echu an istor, rak c'hoantaet en deus lakaat war-wel ez a an istor hag ar vuhez war zigeriñ ivez.
Kroget e oa da skrivañ an istor-mañ en trede gour, met dre ma ne oa ket en e aes ken er mod-se da gontañ, e tivizas lakaat anezhañ er gour kentañ, hag e voe aezetaet dezhañ an danevelliñ.
Lavaret en deus da skolajidi eus Diwan ne skrivo heuliadenn ebet d'an istor-mañ, rak kavet en deus diaes a-walc'h skrivañ evel-se e-pad tri bloaz. N'eo ket sur en em lakfe adarre da skrivañ romant ebet ken. Plijusoc'h e kav sevel danevelloù berr.
 
=====Diverradur 'Ar Marc'h Glas''=====
Er romant-mañ e kont istor ur paotr, Gwennole, eus e vugaleaj war ar maez betek e oad gour e kêr. Kregiñ a ra an istor e Kerango, un atant war ar maez. Graet e vez anaoudegezh gant e dud, tad, mamm, breudeur, hag ivez gant tud ar vro Treñvor, Garkamm... Siwazh e vovoe dismantret o baradozig gant ar bed diavaez pa zeuas plac'h an ti-bank da gemenn dezhe e rankent mont kuit alese peogwir e oant oc'h ober freuz-stal. Ur ranngalon e voe dezhe kuitaat o ziegezh ha dilojañ da vont da vevañ en kêr Garaez. Dizoloiñ a rejont neuze un doare da vevañ disheñvel a-grenn. Kuitaet o deus ur bed unvan a-walc'h ar gevredigezh evit mont war-du kêr e-lec'h e vev pep den evitañ e-unan.
Gwenole evel e vreur Lan a ya d'ar skol met n'eo ket troet d'ober studioù hir. Un dro bennak e welas toerien o labourat da dresañ un doenn, ha diouzhtu e fellas dezhañ ober ar vicher-se. Marsou, ur mignon d'e dad, a zo a-du da zeskiñ dezhañ e vicher. Un dro bennak e c'hoanta da Varsou mont da skoazellañ an dud e-kostez [[Périgueux]]. Diwar neuze e vo kemmet da vat buhez Gwenole dre ma reas anaoudegezh gant tud nevez ha dreist-holl gant ur plac'h, Amandine, a voe sot ganti.
Faltaziek eo an istor daoust ma 'z eus bet intret ennañ lodennoù eus buhez Riwal Huon pe dudennoù bet anavezet gantañ.