Niver kentael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adwelet ha hizivaet.
Reizhadenn.
Linenn 22:
Gant an termenadur-se e lezer 1 er-maez pa n'en deus nemet ur ranner anterin muiel. War an tu gin e lavarer ez eo [[niver kenaozet|kenaozet]] an niveroù nann null, anezho liesad daou niver anterin naturel disheñvel diouzh 1. Da skouer ez eo kenaozet 6 = 2 × 3, evel 21 = 3 × 7 pe 7 × 3, met kentael eo 11 peogwir ez eo 1 hag 11 rannerioù nemeto 11. N'eo an niveroù 0 hag 1 na kentael, na kenaozet. Setu amañ da heul an 30 niver kentael kentañ :
: [[2 (niver)|2]], [[3 (niver)|3]], [[5 (niver)|5]], [[7 (niver)|7]], [[11 (niver)|11]], [[13 (niver)|13]], [[17 (niver)|17]], [[19 (niver)|19]], [[23 (niver)|23]], [[29 (niver)|29]], [[31 (niver)|31]], [[37 (niver)|37]], [[41 (niver)|41]], [[43 (niver)|43]], [[47 (niver)|47]], [[53 (niver)|53]], [[59 (niver)|59]], [[61 (niver)|61]], [[67 (niver)|67]], [[71 (niver)|71]], [[73 (niver)|73]], [[79 (niver)|79]], [[83 (niver)|83]], [[89 (niver)|89]], [[97 (niver)|97]], [[101 (niver)|101]], [[103 (niver)|103]], [[107 (niver)|107]], [[109 (niver)|109]] ha [[113 (niver)|113]].
Hevelep listennoù a c'heller sevel gant hentennoù jediñ diseurt. Abaoe an [[Henamzer]] e ouezer ez eus un niver anfin a niveroù kentael. An [[niver-Mersenne kentael]] « 2<sup>{{formatnum:43112609}}</sup>-1 », a zo bet kavet e [[2008]], hag a zo tost da 13 milion a sifroù en e skrivad degel, a oa an niver kentael brasañ a anavezed<ref name="GIMPS">{{en}} [http://mersenne.org/default.php ''Great Internet Mersenne Prime search''.]</ref> betek ar [[7 a viz Genver]] [[2016]], pa voe kavet '''2<sup>70 207 281'''</sup> – 1''' ; 22 338 618 [[Sifroù arabek|sifr]] zo ret evit e skrivañ.<ref name="GIMPS" />
 
Ur meizad diazez eo meizad an niver kentael en [[aritmetik]] elfennel : kadarnaat a ra [[teorem diazez an aritmetik]] e c'heller faktorañ pep niver kenaozet en ul liesad faktorioù kentael, ha n'eus nemet ur faktoradur a seurt-se hepken pa lakaer urzh ar faktorioù a-gostez. Hollekadurioù anezhañ a gaver e skourroù araokaetoc'h eus ar matematik, evel teorienn aljebrek an niveroù.<br>