NCIS (stiradoù skinwel) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''NCIS''' a zo ur stirad skinwel polis. Istorioù ur bagad enklaskerien eus an ''Naval Criminal Investigative Service'' a ra danvez ar stirad. An enklaskoù a vez lec'hiet e metoù ar Morlu hag korf ar ''Marines''.
 
Kavout a reer e vez ar mennozhiad hag an tudennoù da gentañ e div rann eus ar stirad [[JAG]] eus [[CBS]] (koulzad eizh, rannoù "Ice Queen" ha "Meltdown"). Un daoladenn (spin-off) eus JAG eo ar stirad. Skignet e voe evit ar wech kentañ d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[2003]] gant CBS. 13 koulzad ha 296 rann a zo er stirad betek-henn. Krouet eo bet gant Donald P. Bellisario ha Don McGill. Produktour eo Donald P. Bellisario ivez. Kroget eo skignadenn ar c'houlzad 13 d'an [[22 a viz Gwengolo]] [[2015]] gant CBS
 
Kalz berzh en deus graet ar stirad ha div daoladenn a zeus dioutañ. Er c'houlzad 6 , ur rann doubl a ro lañs da [[NCIS: Los Angeles]] hag er c'houlzad 11 ur rann doubl a ro lañs da [[NCIS: New Orleans]]