Levr ar C'heneliezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Levr ar C'heneliezh''' (en [[hebraeg]]: בראשית, e gregach: Γένεσις / Genesis) eo anv kentañ levr an [[Testamant Kozh]] hag ar [[Bibl]], hag ivez hini an [[Torah]] yuzev. Hervez an hengoun yuzev e vije bet skrivet gant [[Moizez]], met hervez kalz a deologourien e vefe kentoc'h oberenn meur a zen. Mennout a ra displegañ orin [[Mab-Den]] hag ar bobl [[hebre]] betek he donedigezh da [[Egipt]].
 
==Al levr==
 
Kregiñ a ra gant kontañ krouidigezh ar bed gant Doue en ur ober seizh deiz, istor [[Adam]] hag [[Eva]], hini [[Kain]] hag [[Abel]], o mibien, hini [[Noe]] hag al [[liñvadenn veur]]. E meur a hini eus an istorioù e kaver danvez meneget ivez e mojennoù poblek ar [[Reter Nesañ]] ha [[Mezopotamia]].